Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Dek den du (kanaouenn)

Gant dizanv
Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora

Skrivet gant K. Ollivier ha F. Hubert.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Dek den du,
Dorn ha dorn,
’N un dro dañs
Difeson
É sailhal d’al lein
Get an droug-dent.

Kant kazh kamm
Kozh ha klañv
Krabanoù dezhe
’El kranked
É kraziñ krampouezh
E kreiz-kêr

Mil mell marc’h
Mac’hagnet
Mouest o moue
’El ar mor
Mac’het mein dehe
Eit ar manac’h

Yer àr yun
Yaouank ha yac’h
Àr yoc’h teil
’Kreiz al liorzh
É tebriñ yod yen
Da Yaou Bask

Dek den du
Kant kazh kamm
Mil mell marc’h
Yer àr yun
S’tu ar bed é troiñ
Hag e troay.