• Gant Yann-Vadezour Lagadeg
• Tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo !
Diwar ur gontadenn dastumet en XIXvet kantved gant Fañch an Uhel.
Gitar ha son : Jakez ar Born. Telenn : Lucie Marical, eus ar CD Horizon 2000.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ur wech a oa, ur wech a vo,
Evit reiñ roll d'an holl gaozioù.
1.
Ur wech e oa ur pesketaer kozh, hag a oa dougerez e wreg. Un abardaez ez erruas er gêr ha n'en oa tapet netra. E wreg a c'hoantaas debriñ pesked, hag e rankas mont en-dro diouzhtu d'an aod. Teurel a ra e rouedoù, hag e tegas gantañ ur pesk kaer.
– Bremañ bepred, a lavare dezhañ e-unan, am bo peoc'h digant ma gwreg.
Met setu pa oa o kregiñ er pesk, hemañ en em lak da gomz, hag a lavar dezhañ :
– Pa vin marv, ro ma c'hig da zebriñ da'z kwreg, ma c'halon hag an dour a vin gwalc'het ennañ da'z kazeg, ha ma bouzelloù ha ma skevent da'z kiez.
Ma voe souezhet bras ar pesketaer o klevet ur pesk o komz evel un den ; biskoazh n'en doa klevet kemend-all.
– Ma, emezañ, ober a rin.
Hag e teuas neuze d'ar gêr.
Pa erruas, e lavaras d'e wreg :
– Me avat am eus tapet ur pesk kaer ! Sellit, gwreg, pebezh pesk kaer !
– Ya avat ; ret lakaat anezhañ da boazhañ.
– Ha ma ouefec'h petra en deus lavaret din ?
– Piv ? ar pesk ?
– Ya, ar pesk.
– Petra en deus lavaret eta ?
– Reiñ e gig deoc'h da zebriñ, e galon hag an dour a vo bet o walc'hiñ anezhañ d'ar gazeg, hag e vouzelloù hag e skevent d'ar giez.
– Mat, ret e vo ober evel m'en deus lavaret.
Setu poazhet ar pesk eta, debret e gig gant gwreg ar pesketaer, e galon gant ar gazeg, hag e vouzelloù, gant ar giez.
2.
Prestik goude e wilioudas ar wreg, hag e c'hanas daou vugel, daou baotr ar c'haerañ, ha ken heñvel an eil eus egile ma oa ret stagañ ur ruban eus brec'h unan anezho evit anavezout an eil eus egile. Ar gazeg he doe ivez ar memes deiz daou ebeul bihan ha ne oant ket disheñvel ; hag ar giez he devoe ivez daou gi bihan, ha ne oant ket disheñvel kennebeut.
– Hag a zo mat ! a lavaras ar pesketaer ; pep a ebeul ha pep a gi da bep hini eus ma bugale.
An daou baotr a deue mat. Pa oant degouezhet gant an oad a bemzek pe a c'hwezek vloaz e lavaras unan anezho e oa skuizh er gêr, hag e rankje mont da vale bro. Met a-raok e lavaras d'e vreur mont bep beure, kerkent ha ma savje, da skeiñ un taol kontell e troad ur wezenn-lore a oa er jardin, ha ma teuje gwad gantañ, neuze e vije marv ; met betek neuze n'en dije ket ezhomm d'ober biloù gantañ.
3.
Mont a ra en hent, gant e varc'h hag e gi. Bale a ra kement, ma tegouezh en ur vali gwez-derv bras, ur vali hir-hir. Mont a ra betek ar penn, hag e wel ur c'hastell kaer. Skeiñ a ra war an nor. Digoret eo dezhañ. Goulenn a ra hag ezhomm 'z eus ur mevel. Kemeret eo da baotr-marchosi. Dre ma oa ur paotr stummet-mat, hag ur paotr koant ivez, e plije kaer d'an aotrou. Met muioc'h e plije c'hoazh da verc'h an aotrou, un dimezell yaouank koant. Kement a reas evit plijout dezhi, ma oant dimezet hag eurejet a-benn ur bloaz.
An daou bried a veve eürus, o vale bemdez dre ar jardinoù hag ar c'hoadoù, en-dro d'ar c'hastell. Un deiz e taolas evezh mab ar pesketaer penaos en tu all d'ar c'hastell an norioù hag ar prenestroù a oa serret bepred, hag e c'houlennas digant e wreg petra a oa kiriek da se.
En tu-se d'ar c'hastell, emezi, ez eus ur porzh leun a loened binimus, naered, sourded, tousegi hag a bep seurt amprevaned.
Setu diwar neuze ne rae nemet soñjal er porzh-se hag en devoe ur c'hoant bras da vont da welet e-unan ha gwir a oa lavaret dezhañ. Un deiz pa oa o vale en tu-se, gant e varc'h hag e gi (e wreg ne oa ket gantañ an dro-se), o tremen hebiou an nor, e lavaras :
– Ret eo din gwelet petra a zo aze.
4.
Skeiñ a ra war an nor. Digoret eo kerkent gant ur wrac'hig kozh hag a lavar dezhañ :
– Demat dit, ma mabig ; deuet out da'm gwelet eta ?
– Demat deoc'h, mammig kozh.
– Hast buan, deus e-barzh, ma tiskouezin dit an traoù kaer a zo amañ. Sell aze div chadenn da stagañ da varc'h ha da gi.
Hag e tennas div vlevenn eus he fenn, hag e roas anezho dezhañ. Ha kerkent e voent troet e div chadenn, hag e stagas ganto e varc'h hag e gi ouzh daou vaen a oa eno en daou du d'an nor.
– Deus ganin bremañ, mabig, ma tiskouezin dit ma c'hastell ; deus da welet an holl traoù kaer am eus amañ ; biskoazh ne 'peus gwelet kemend-all. Deomp da gentañ da welet ar vilin.
Pa voent e-kichen ar rod vras, goloet-holl a gontilli :
– Sell, mabig, pegen kaer ! Lak da benn dre aze, en em bleg 'ta un tammig, evit gwelet gwelloc'h.
Pa oa o sellet en toull, hep soñjal en droug, an diaoulez kozh a vountas anezhañ war ar rod, hag e kouezhas d'an traoñ drailhet ha malet.
5.
E vreur, a oa chomet er gêr, az ae bemdez da droc'hañ troad ar wezenn-lore, hag evel na deue ket a wad gantañ e lavare bep tro :
– Doue ra vo meulet, bev eo c'hoazh ma breurig !
Met allas ! Ar beure-se, kerkent hag en doa roet e daol kontell, e tilammas ar gwad :
– Marv eo ma breur kaezh, siwazh ! a lavaras kerkent.
Hag eñ raktal da gavout e dad, o ouelañ, ha da lavaret dezhañ :
– Allas ! ma zad, marv eo ma breur paour !
– Ha penaos e ouezez-te se ?
– Lavaret en doa din, a-raok mont kuit, mont bep beure da skeiñ un taol kontell e troad ar wezenn-lore a zo er jardin, ha pa deufe gwad ganin, neuze e vije marv. Allas ! Ar beure-mañ, kerkent ha m'am eus skoet al loreenn, ez eus bet gwad. Ma breurig paour a zo marv ! Ret eo din mont d'en glask, ha ne baouezin da vale, nag en deiz nag en noz, ken am bo kavet anezhañ.
Kaer o devoe e dad hag e vamm gouelañ ha pediñ anezhañ da chom er gêr ganto, ez eas en hent memes tra, gant e varc'h hag e gi, evel egile. Bale a ra, bale a ra kement ma tegouezh ivez er memes bali gwez-derv evel e vreur. Skeiñ a ra war dor ar c'hastell, ha kerkent ez eo digoret dezhañ. Pa wel anezhañ o tont er porzh, gwreg e vreur a ziskenn buan-ha-buan eus he c'hambr hag a deu da bokat dezhañ, o lavaret :
– Erru out eta ma fried kaezh ! Ma Doue ! Aon am boa e vijes aet er porzh a-dreñv ar c'hastell, rak ac'hano ne deu den en-dro.
6.
Hemañ a welas e oa kemeret evit e vreur, hag a lavaras :
– En em gollet e oan er c'hoad, n'ouzon ket penaos ; met n'am eus droug ebet.
Setu joa vras er c'hastell, pa oa bet glac'haret an holl. Setu poent mont da gousket, hag o-daou pignat en o c'hambr. Met a-raok mont en e wele, hemañ a lakaas e gleze noazh etrezo o-daou.
– Daoust petra a zo kaoz dezhañ d'ober se ? a lavare enni he-unan ar wreg, souezhet.
Mab ar pesketaer en doa aon bras da vezañ anavezet hag e lavaras e oa skuizh hag en doa c'hoant kousket. Met ar wreg ne baoueze ket da brezeg, ha da c'houlenn digantañ leun a draoù. Hemañ a oa nec'het bras, ha ne ouie ket petra lavaret. Ma c'houlennas ivez, perak ma oa serret-kloz holl dorioù ha prenestroù en tu all d'ar c'hastell.
– Perak ? Met lavaret am eus dit c'hoazh ; ne 'peus ket a soñj eta ?
– Nann ! Disoñjet 'm eus.
– Ma ! Me a lavaro dit c'hoazh : en tu-se d'ar c'hastell ez eus ur porzh leun a naered, sourded, tousegi, holl amprevaned binimus ha loened falloc'h c'hoazh, hag an hini az afe eno ne zistrofe biken.
Ma soñjas kerkent penaos e oa aet e vreur eno.
7.
An deiz war-lerc'h, diouzh ar beure, ez eas da vale en tu-se ar c'hastell, gant e varc'h hag e gi :
– Aze, a lavare ennañ e-unan, e rank bezañ ma breur, ha n'eus forzh petra a c'hoarvezo, ret eo din mont da welet.
Skeiñ a ra war an nor. Dont a ra ar wrac'h kozh da zigeriñ. Anavezout a ra kerkent marc'h ha ki e vreur, evito da vezañ treut, prest da vervel gant an naon.
– Demat dit, mabig ! a lavar dezhañ ar wrac'h, deut out da'm gwelet ? Deus e-barzh buan, ma tiskouezin dit an holl draoù kaer am eus amañ. Kemer an div chadenn-se da stagañ da varc'h ha da gi aze e toull an nor.
Hag e tennas div vlevenn eus he fenn, hag e astennas he dorn evit reiñ dezhañ. Met hemañ a c'hwezhas warno, hag e kouezhjont d'an douar, troet e div naer-wiber.
– Ma ne fell ket dit stagañ da varc'h ha da gi, laosk anezho aze, ha deus ganin bepred da welet ma c'hastell.
Mont a ra ganti. Erru e-kichen ar vilin :
– Sell, mabig, bount da benn en toull-se, hag e weli ur burzhud.
– Diskouezit din penaos ober, mamm-gozh, evit gwelet.
– Sell, evel-se, mabig.
Hag e vountas he fenn en toull. Met kerkent mab ar pesketaer a grogas en he zreid, hag e taolas anezhi war ar rod goloet gant kontilli. Hag e kouezhas d'an traoñ, drailhet munut ha malet.
8.
Neuze ez a da vale dre ar c'hastell, da welet ha ne gavo ket e vreur. Ma tegouezh gantañ ul louarnez hag a lavar dezhañ :
– Penaos ho peus c'hwi gellet dont amañ ?
– Petra, c'hwi a gomz ivez, a c'houlennas, souezhet-bras.
– Evel ma welit.
– Me am eus gouezet an tu da zont a-benn eus ar wrac'h kozh.
– Penaos eta ?
– Penaos ? Taolet am eus anezhi war he fenn e-barzh ar vilin, hag ez eo drailhet munut ha malet.
– O ! Me a garfe e vefe gwir !
– N'eus netra gwiroc'h, kredit ac'hanon, pa lavaran deoc'h.
– Neuze ho peus va delivret !
Ha kerkent e voe troet al louarnez en ur briñsez kaer.
– Pemp kant vloaz a oa, emezi, e oan dalc'het amañ dindan gazel-ge gant ar sorserez milliget-se !
– Ha ma breur paour, petra eo deuet da vezañ ?
– Ho preur a zo bet taolet ganti er vilin, hag ez eo bet drailhet munut ha malet. Met ne ra forzh, me am eus dastumet holl e gig, e wad hag e eskern, ha gant ur vuredad dour a vuhez a zo e kambr ar wrac'h kozh e roimp dezhañ c'hoazh ar vuhez.
Lakaet e voe an holl dammoù en ur bern, kig, gwad hag eskern, taolet warno ur vuredad dour a vuhez, ha kerkent e welont o sevel mab ar pesketaer, bev ha yac'h evel biskoazh, hag a lavaras :
– Me avat am eus kousket !
– Ya, ma breur paour, ha panevedon hag ar briñsez kaer-mañ, ne vijes ket dihunet c'hoazh !
Ma en em daoljont an eil e divrec'h egile, hag e oueljont gant ar joa d'en em gavout. Neuze e tistroont o-zri en tu all d'ar c'hastell, hag ar wreg yaouank a voe souezhet o welet daou bried dezhi e-lec'h unan, ha ne ouie ket pehini e oa an hini gwir, kement ma oant heñvel an eil ouzh egile. Ma voe kontet holl dezhi. Neuze e komprenas perak an eil en doa lakaet ur c'hleze noazh er gwele, e-pad an noz en doa tremenet ganti.
9.
Neuze an hini anezho ne oa ket dimezet a zimezas d'ar brinsez en doa delivret hag a oa e stumm ul louarnez.
Lakaet e voe kerc'hat ar pesketaer kozh hag e wreg, en ur c'harroñs kaer, hag e voe neuze, e-pad ur miz penn-da-benn, festoù, dañsoù ha c'hoarioù evel n'ho peus ket gwelet biskoazh.