Rummadoù / gouzout hiroc'h
"Skeudennaoueg" zo un dastumad tresadennoù bet graet gant Malo ar Menn abaoe bloavezhioù evit oberennoù TES.
Lakaet eo bet war lec'hienn TES evit reiñ ostilhoù d'ar skolaerien :
- evit labourat war ar c'heriaoueg diazez;
- evit krouiñ dafar : c'hoarioù, fichennoù..., rak ar skeudennoù a c'hell bezañ pellgarget.
Renket eo ar skeudennoù dre rummadoù. Met gallout a reer klask buan ur skeudenn en ur skrivañ ar ger e brezhoneg e prenestr « klask buan ». Ret eo skrivañ ar ger hep kemmadur ha hep ger-mell e-giz en ur geriadur.
Lavarit deomp penaos e vez implijet ar skeudennaoueg en ho klas.
Rak n'eo ket echu ar skeudennaoueg, bouetaet e vo a-nebeudoù ha klasket e vo gwellaat an ostilh c'hoazh.