TES – Ti-embann ar skolioù

Hentenn vrezhonek evit an eil derez Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Gwengolo 2024

Live : 6vet

Raktresoù da gas da benn gant ar skolajidi evit mont war-raok e brezhoneg. Evit pep tem ez eus ur fichenn lajad, teuliad an tem, dafar ouzhpenn da bellgargañ (enrolladennoù, filmoù, skeudennoù). Raktresoù nevez vo lakaet enlinenn tamm-ha-tamm.

Ma fell deoc’h sevel raktresoù war ar memes patrom, deuit e darempred ganeomp.

Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
– [20/09/2024] Tem 1 : Me hag an amzer (ZIP 631 Mo)
– [20/09/2024] Tem 2 : Me hag an natur (ZIP 171 Mo)

Notenn : evit ma yafe en-dro liammoù diabarzh pep teuliad war-zu ar filmoù hag an enrolladennoù eo ret e chomfe an dafar pellgarget er memes dosieroù.