Cédric Tchao
Embannet e miz Here 2024
Live : skolaj lise
12,95 €
Bannoù-treset.
Ur veaj-skol torr-penn adarre, a soñj Gael… Kastell an duged en Naoned ? Torr-penn ne vo ket avat ! Kaset e vo ar paotr yaouank dre an amzer gozh gant un teuz malisius, tre betek ar bloavezh 1477, pa oa bet ganet Anna Vreizh ! Itrikoù hag iriennoù pezh agaro… Penaos e raio hor skolajiad evit en em ober ouzh e vicher nevez, paj e servij ur priñs bras ? Daoust ha gouest e vo da gompren petra eo an dalc'h ? En arvar emañ dazont ar briñsez yaouank, hêrez dugelezh
Breizh…
Ur manga en ul levrenn, evit deskiñ traoù ha kaout plijadur war un dro, diwar-benn ur briñsez dibar he flanedenn : teir gwech e oa bet kurunennet, dugez Breizh ur wech, ha rouanez Frañs div wech.