TES – Ti-embann ar skolioù

C’hoari memor ar boued Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Gouere 2019

Live : PS MS GS CP CE CM 6vet 5vet

5 c'hoari memor zo :
– Kig ha pesked : 13 kartenn disheñvel zo.
– Al legumaj : 17 kartenn disheñvel zo.
– Ar frouezh : 16 kartenn disheñvel zo.
– Evajoù : 11 kartenn disheñvel zo.
– Boued a bep seurt : 13 kartenn disheñvel zo.

Evit pep c'hoari e vez kinniget 12 kartenn : 6 kartenn en ul liv, 6 kartenn en ul liv all. Muioc'h eget 6 tra zo da ginnig e pep c'hoari. Neuze ne vez ket diskouezet atav ar memes kartennoù.
Ar frazennoù : « … a gavan mat » pe « … ne gavan ket mat » n'int ket liammet gant kartennoù resis. Da skouer, klevet e vo ur wech : « Sivi a gavan mat » hag ur wech all : « Sivi ne gavan ket mat ». Heñvel evit an evajoù. Klevet e vo ur wech : « Ur banne te am bo » hag ur wech all : « Ur banne te na 'm bo ket ».

Mouezh : Ifig Calvez, enrollet e radio Arvorig FM, Landerne.
Tresadennoù :
– Gwénolé Le Dors : ar frouezh, al legumaj.
– Yann Le Béchec : kig ha pesked, boued a bep seurt, an evajoù.

Dafar enlinenn :
C'hoari enlinenn

Gallout a rit ivez pellgargañ ar c'hoari evit staliañ anezhañ war :
Windows
Linux 64 Ubuntu.