TES – Ti-embann ar skolioù

Fichennoù istor evit an eil derez Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Gwengolo 2024

Live : skolaj 

Fichenn nevez (Miz Gwengolo 2024) : Sevel kartennoù – Skouer Guillaume Brouskon (gwelet)

Fichennoù da bellgargañ evit studiañ ar programm istor dre istor Breizh.

Gwelet ivez ar fichennoù geografiezh.

Ma fell deoc'h sevel fichennoù war ar memes patrom peotramant m'ho peus fichennoù dambrest war an tem-mañ-tem hag a vefe posupl kempenn, deuit e darempred ganeomp. Evel-se e c'hellimp reiñ da c'houzout d'an holl gelennerien peseurt fichennoù zo war ar stern, kuit da vezañ meur a hini o labourat war ar memes tem.

Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :

6vet
Orin an den (ar Ragistor)
Reveulzi an Neolitik
Vorgium, ur gêr roman en Arvorig

5vet
Ar c’hroaziadegoù e reter ar mor Kreizdouar (1096-1291)
Ar Roc’h-Morvan, ur c’hastell-kreñv er Grennamzer
Abati Landevenneg
Ar c’henwerzh e Breizh er XVvet hag er XVIvet kantved
Jakez Karter, ur Breizhad o kemer perzh en dizoloadennoù meur
Sevel kartennoù – Skouer Guillaume Brouskon

4e
Ur medisin e kantved ar Sklêrijenn
Porzh Naoned ha trafikerezh ar sklaved
An afer Dreyfus (1894-1906)

3e
War hent ar c’hampoù (an Eil Brezel-bed)
Kenderc’hel gant ar stourm ? – Piv e oa an FFL hag ar rezistanted eus Breizh ?

Pajennoù skouer :