Embannet e miz Genver 2010
Live : CE2 CM
Kinnig a ra al levr-CD-mañ peder c’hontadenn dastumet en XIXvet kantved gant Fañch an Uhel. Kontet int bet meur a wech gant ur skolaerez, Maryvonne Berthou, e klasadoù CE. Setu perak ez eo bet kemmet un tammig an destenn orin, gant ar pal aesaat komprenidigezh an istorioù. Kement-mañ a ziskouez ivez ez eus doareoù disheñvel da gontañ an istorioù, hervez an dud a vez o selaou anezhe.
Al levr-CD-mañ n’eo ket bet embannet gant TES. Roet eo bet gant ar gevredigezh A-Bouez Penn hag he doa embannet anezhañ er bloavezh 2000. Posupl eo da bellgargañ an enrolladenn (e stumm MP3) war lec’hienn TES.
Roll :
• An daou dort, kontet gant Nicole Le Vourc’h
• Daou vab ar pesketaer, kontet gant Yann-Vadezour Lagadeg
• Ar priñs glas, kontet gant Goulc’han Kervella
• An dañserien-noz, kontet gant Bob Simon
Tresadennoù : Pascale Guilmoto-Martin
Sonerezh :
• Gitar ha son : Jakez ar Born
• Telenn : Lucie Marical, eus ar CD Horizon 2000
Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
Enrolladenn ar c’hontadennoù (MP3, 94 Mo).