TES – Ti-embann ar skolioù

Mojennoù Breizh (levr niverel) Distreiñ d'al live a-us

Jérôme Palud, Marianne Larvol

Embannet e miz Meurzh 2024

Live : CE2 CM skolaj 

Ul levr niverel savet diwar al levr skrivet gant Jérôme Palud hag adembannet gant TES e 2024.

Teñzorioù aour ha perlez zo bet dispaket en heol gant ar C’hwilostenn gozh ! Ha roet e vo e lod da viliner Rozambaou ? Penaos e raio paotred kalonek Brasparzh d’en em zizober diouzh an aerouant skrijus a zo o spontañ ar vro a-bezh ? Ha gouest e vo an Diaoul da sevel ur pont en un nozvezh war an Aber-Ac’h ?…

Eizh mojenn a Vreizh-Izel, tudennoù spontus pe marvailhus enno, a vo kavet da lenn el levr-mañ.

Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
stumm ul levr niverel (EPUB hep audio, gant an destenn en he hed)