Enora de Parscau
Embannet e miz Kerzu 2023
Live : CP CE
Skritelloù da voullañ ha da glokaat asambles gant ar vugale evit deskiñ ha perc'hennañ ur ger nevez bep sizhun.
Palioù :
– Aozañ ul lid bep beure evit lavaret brezhoneg dre gomz ha dre skrid.
– Sevel ur c’heriaoueg eeun evit ar c’hlas.
– Dougen ar vugale da gemer ar gaoz e brezhoneg, da skrivañ frazennoù eeun, war an tomm.
– Pinvidikaat hag adimplijout ar c’heriaoueg.
– Deskiñ troioù-lavar e brezhoneg.
– Klask gerioù enepster.
– Stagañ gant ar yezhadur : intent hag anavezout natur ar gerioù.
Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
Ger ar sizhun (PDF)