Léa Jouan
Embannet e miz Genver 2022
Live : skolaj lise
50 €
Penaos komz eus ar c’hlichedoù, hag eus ar stereotipoù paotr-ha-plac’h peurgetket, er skolaj ?
Ur benveg eo ar c’hoari-mañ evit en em soñjal. Sikour a raio ar re yaouank d’ober o soñj gant ur spered-barn poellek.
Prederiet e vo war danvez ar stereotipoù paotr-ha-plac’h en ur gompren ar re all hag en ur implijout skiant-prenañ, titouroù ha dielfennadurioù.
Penaos gounit ? Ret eo dont a-benn eus 10 difi a-stroll. Meur a dem zo : kevredigezh, micherioù, c’hoantoù…
N’eus ket a respontoù mat pe fall : komz hag eskemm soñjoù eo ar pep pouezusañ.
Troet diwar ar c’hoari C’est cliché, embannet gant Réseau Canopé.
Dafar ouzhpenn da bellgargañ :
– Ar skritelloù
– Levrenn bedagogel (e galleg) da bellgargañ war lec'hienn Canopé