TES – Ti-embann ar skolioù

Li Lo Lenn Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Du 2023

Live : CP 

12 €

Moullet evit ar wech kentañ e miz Gouere 2022. Advoullet e miz Du 2023.
Un hentenn evit deskiñ lenn e brezhoneg e CP. Da implijout gant un hentenn lenn e galleg e-kichen. Savet eo bet ar c’hentelioù evit dont da glokaat ha pinvidikaat al labour graet e galleg e-kichen. E Li Lo lenn ne vez kavet nemet ar grafemoù evit deskiñ lenn e brezhoneg.
Savet gant Élisa Bleunven, Martine Kervestin, Émilie Sellin ha Jérôme Palud. Tresadennoù : Malo ar Menn.

Gallout a rit urzhiañ kaier ar skolidi war baper. An dafar all zo da bellgargañ pe enlinenn.
Gallout a rit urzhiañ ar c'hartoù-flash ivez.

Gallout a rit urzhiañ an oberenn-mañ :
Lakaat skouerenn en ho paner.

Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
Pajenn Web Li Lo lenn : evit pellgargañ kaier ar skolidi, teuliad ar skolaerien ha dafar ouzhpenn.