TES – Ti-embann ar skolioù

Dindan ar seizh avel Distreiñ d'al live a-us

Fañch Rebours

Embannet e miz Genver 2021

Live : CM skolaj lise 

8 €

Danevelloù mor Fañch Rebours
Tresadennoù gant Agnès Guillot.
Mont war vor… evit e damm blijadur ? N’eo ket, evit gounit e dammig bara ha poaniañ evit en ober, ne lavaran ket ! Aogust zo o vont d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant buhez kalet paotred ar Beskerezh vras er-maez d’an Island. Pebezh beaj evit ur mous ken yaouank !
Evit Klaoda avat, merc’h ur c’habiten kabhorner, ez eo un afer all. Hi ivez a raio un hir a veaj, tro-dro d’ar bed. Laouen e vefe o vont da heul ar vartoloded en o labour. Met n’eo ket ar pezh zo bet divizet gant he zud. Ha ma’z afe dre guzh ?
Fañch Rebours a ginnig div zanevell deomp, un digarez e vo da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar vuhez war al listri-pesketa pe kenwerzh a oa ken niverus all war vor e penn-kentañ an XXvet kantved.

Gallout a rit urzhiañ an oberenn-mañ :
Diwallit : n'eus nemet ar skolioù a c'hall urzhiañ oberennoù dre al lec'hienn.
Lakaat skouerenn en ho paner.

Pajennoù skouer :