TES – Ti-embann ar skolioù

Ober e brezhoneg Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Ebrel 2019

Live : PS MS GS CP CE CM 

Nevez (miz Ebrel 2019) : un horolaj.

Lod eus ar fichennoù zo tennet eus ar fichennaoueg Ober e brezhoneg savet gant un toullad mistri-skol e 1985, embannet gant CDDP Sant-Brieg.
Lod eus ar fichennoù zo savet diwar labour skolidi.

Ober e brezhoneg a glot gant ar programmoù :
Questionner le monde, kelc'hiad 2 : Réaliser des objets en suivant un schéma de montage.
Sciences et technologies, kelc'hiad 3 : Matériaux et objets techniques.

Palioù :
– Lenn ha kompren urzhioù skrivet e brezhoneg.
– Sevel traoù en ur gomz brezhoneg.

Oberenn da vezañ pinvidikaet : a-nebeudoù e vo lakaet fichennoù labour-dorn all.

Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
Fichennoù PDF :
un horolaj (04/2019)
ur c’harlantezenn (12/2018)
Fardañ margodennoù (09/2018)
Ur c'harr-nij e paper (04/2018)
Ur penn-kazh (04/2018)
Ur viñsaskell (02/2018)
Ur pesk paper (12/2017)
Kornigelloù paper (12/2017)
Ur vilin (04/2017)
Bleunioù paper (04/2017)
Un ti paper (04/2017)
Gwiadiñ gant paper (04/2017)
Rozennoù-chokolad (06/2011)

Pajennoù skouer :