TES – Ti-embann ar skolioù

Me, Kourjetenn (DVD) Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Ebrel 2022

Live : skolaj lise 

12 €

DVD. Ar film bevaat Ma vie de courgette advouezhiet e brezhoneg.
Kourjetenn n'eo ket ur penn-legumaj, ur paotr bihan kalonek ne lavaran ket. Pa goll Kourjetenn e vamm e soñj dezhañ emañ e-unanig hiviziken. Mignoned en em gavo war e hent avat pa'z erruo er bod evit ar vugale. Simon, Ahmed, Jujube, Alice ha Béatrice : gwall griz eo bet o buhez met tener eo o c'halon. Ha bez' emañ Camille ivez… Nag a draoù d'anavezout ha da zeskiñ pa vezer 10 vloaz : bezañ en ur vandennad mignoned, bezañ amourous… Ha bezañ eürus marteze ?

Diwallit : n’eus ket a istitloù (na brezhonek na gallek).

Gallout a rit urzhiañ an oberenn-mañ :
Lakaat skouerenn en ho paner.

Dafar ouzhpenn da bellgargañ :
Fichenn bedagogel (PDF)