TES – Ti-embann ar skolioù

Enez an teñzorioù Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Kerzu 2019

Live : skolaj lise 

C’hwi a gav deoc’h e vez kavet an teñzorioù war an enezennoù didud ? War an enezenn-mañ avat zo tud, morlaeron daonet, ha klakenned, me a lavar deoc’h ! Selaouit o istorioù, ha ma komprenit anezhe ervat e sikourint ac'hanoc'h da vont betek an teñzor...

Ur c’hoari en-dro d’an troioù-lavar evit ar skolajidi, koulz hag evit kement den hag en deus c’hoant d'anavezout pinvidigezh liesliv ar brezhoneg !

Tresadennoù : David Tessier (Canopé).
Mouezhioù : Enora de Parscau ha Derv Huellou, enrollet e miz Here 2019 e studio Radio Kreiz Breizh.

Dafar enlinenn :
Mont da c’hoari
Pellgargañ ar c’hoari (ZIP 19 Mo) evit an urzhiataerioù hep Internet

Pajenn skouer :