Embannet e miz Ebrel 2020
Live : CM 6vet
Nevez (miz Ebrel 2020) : La Seconde Guerre mondiale.
Istor kelc'hiad 3 gant Taboulin
Liammet eo danvez ar programmoù gant pennadoù tennet eus meur a Daboulin.
Gallout a reer :
– videobannañ ar pennadoù hag ar poltriji ;
– moullañ PDF ar skridoù ;
– adkavout an Taboulinoù.
Dafar enlinenn :
Ar frazennoù o tennañ d'ar programmoù
zo e galleg evit diskouez eus peseurt lodenn eus programmoù 2016 int
tennet.
Tamm-ha-tamm e vo ouzhpennet pennadoù all.
POELLADENN EVIT AN EIL BREZEL-BED
Respont d'ar goulennoù :
– An Alamanted e Brest
Etre peseurt broioù e oa brezel ?
Petra a vez gwelet war an div skeudenn ?
– Brest distrujet
Perak e oa bet distrujet Brest ?
Petra a vez gwelet war an div skeudenn ?
– Ar vugale e-pad ar brezel
Perak e oa bet sarret ar skolioù e-pad ar brezel ?
Pe oad e oa an hini zo o kontañ an istor ?
War-dro pe oad eo bremañ ?
Perak ne chome ket kalz a voued evit tud Brest ?
– Fin ar brezel e Brest
Petra a vez gwelet war ar skeudenn ?
Pajennoù skouer :



