TES – Ti-embann ar skolioù

War al leur c’hoari – Yannig e zaou wenneg Distreiñ d'al live a-us

Embannet e miz Gouere 2013

Live : CE2 CM skolaj lise 

Ur pezh-c’hoari tennet eus ar gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel, kempennet gant Goulc’han Kervella da vezañ c’hoariet gant skolidi kelc’hiad 3 ha skolajidi. Kuzulioù evit leurennañ ha tresadennoù e stumm ur vandenn-dreset.

Yannig, ur paotrig emzivad, a vev diwar an aluzenn. Un aotrou a ro dezhañ ur pezh daou wenneg met koll a ra e arc’hant en ur c’hoari galoch...

Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
Testenn ar pezh-c’hoari.
Da selaou : ar pezh-c’hoari enrollet gant C’hoarierien Bro Dreger e 2004.

Pajennoù skouer :