Embannet e miz Gouere 2013
Live : CE2 CM skolaj lise
Ur pezh-c’hoari tennet eus ar gontadenn L’homme marmite dastumet gant Fañch an Uhel, kempennet gant Goulc’han Kervella da vezañ c’hoariet gant skolidi kelc’hiad 3 ha skolajidi.
Teir flac’h yaouank zo o labourat er park gant o zad. En em gavout a ra un aotrou gwisket kran, nemet gwall dapet eo : bez’ emañ e benn a-dreñv hag e zivesker en ur gaoter vras. Goulenn a ra digant an tad unan eus e verc’hed da zimeziñ.
Gallout a rit pellgargañ an oberenn-mañ :
Testenn ar pezh-c’hoari.
Da selaou : ar pezh-c’hoari enrollet gant c’hoarierien Strollad Kallag e 2004.