Embannet e miz Gwengolo 2010
Live : skolaj lise
12 €
C’hwiled niv. 5
Marion ar Faoued hag an XVIIIvet kantved. Al laeronsi kontet dre kanaouennoù ar Barzhaz Breizh. Tammoù eus divizoù tennet eus ar film hag eus ur pezh-c’hoari.
Dafar ouzhpenn da bellgargañ :
En dro da vMarion ar Faoued
Tolpet ez eus bet amañ un nebeud dielloù a c’hello servijout d’ar re o deus c’hoant da studial peseurt brud he deus tapet Marion ar Faoued er sevenadur pobl. Ouzhpennet eo bet ivez testenn ar pezh c’hoari a oa bet diskouezet gant strollad Karaez tregont vloaz ’zo.
A-hend-all, eo bet lakaet stummoù midi ar c’hanaouennoù a zo el levrig evit ma c’hallfent bout kanet gant ar re na implijont ket ar skridoù muzik : Marionig ar Faoued (ton gant Jef ar Penven). Tu ’vo ivez da gaout testenn glok ar ganaouenn hengounel Marion ar Faoued, bet embannet un toullad bloavezhioù ’zo e La Paroisse bretonne. Stumm midi ar muzik a zo ivez.
Testennoù klok Gwerz ar garnel ha Gwerz Mari ar Charlez (stumm Kervarker, reoù all zo bet dastumet gant Fañch an Uhel) a zo ivez. N’eus ket tu da c’houzout peseurt ton a oa bet klevet gant Kervarker, ne oa ket bet skrivet ar muzik gantañ.
Kanaouennoù ar Barzaz Breiz a gaver war ul lec’hienn gouestlet d’ar c’hanaouennoù brezhonek. Gant aotre e grouer e roomp al liammoù amañ.
Un docher pedagogel e galleg a zo bet savet ivez gant ar Scérén, dindan an titl : Marion du Faouët ou la révolte des gueux.