B46. Barzhoniezh hag amfibrac'h
Notennoù : ar simbol ᴗ a verk ur silabenn hep pouezh-mouezh, ha ‒ unan gant pouezh-mouezh ; ar silabenn pouez-mouezhiet a c'hello bezañ merket gant lizherennoù tev [pe islinennet]. Ha klaskit e-mesk ho paperioù kozh niverenn YA pemzektez zo evit gouzout petra eo un amfibrac'h.
Abaoe ouzhpenn tri-c'hant vloaz e heuilh ar gwerzaouiñ e brezhoneg reolennoù ar galleg, ha bec'h d'ar rimoù aabb, abab, abba, etc. hep delc'her kont eus lusk ar yezh ; abaoe kant vloaz bennak eo en em lakaet barzhed Bro C'hall, Claudel hag all, da skrivañ haiku war batrom ar japoneg, ha bec'h d'an haiku e brezhoneg bremañ ivez, goude ma eo estren-achu barzhoniezh a sort-se da muzik hor yezh.
Dav eo ober ton da labour tud evel Roparz Hemon gwechall, Herve Seubil Kernaudour pe Paskal Tabuteau bremañ hag a glask delc'her bev ar gwerzaouiñ evel ma oa er XVIvet kantved. Hidiv e klaskin lakaat ar re ac'hanoc'h ha n'int ket asur gant o zaol-mouezh da zibunañ ur barzhoneg savet evel ma vez savet ar barzhonegoù klasel e yezhoù distaget gant un taol-mouezh kreñv evel an alamanteg, ar saozneg, ar ruseg.
Setu ar barzhoneg kentañ : ur rondo savet gant an aotrou Mougn/Padrig Hellenn eo, ha pep gwerzenn zo savet war ar patrom : amfibrac'h-amfibrac'h-iamb, da lâret eo : |ᴗ ‒ ᴗ|ᴗ ‒ ᴗ|ᴗ ‒|
An ton evit an distagadur : dre vras re-fa-mi, re-fa-mi, re-mi, pe do-mi bemol-re, etc. hervez uhelder ar vouezh. Dre vras hepken, rak alies e vez distaget un /a/ pouez-mouezhiet war un notenn uheloc'h eget un /o/ pouez-mouezhiet.
KOULZ AR FALTAZI
|Morailhoù, |potailhoù, |dor gozh,|
|A ! Mammig !| Nag ouzoc'h |'m oa kaz !|
|An heol |dre doullig |ar c'hazh !|
|An alc'hwez |e chakot |ho proz !|
|Er jardin |'oa bleuniet |ar roz,|
|Er prenest |an oabl a |oa glas.|
|Morailhoù, |potailhoù, |dor gozh,|
|Mogerioù !| Nag ouzoc'h |'m oa kaz !|
|Er maezioù |'oa bleunioù |er foz,|
|Avelioù |'oa nevez |o blaz|
|Hag eostoù |poultrenneg |ha kraz…|
|Hoc'h houarn |a vloñse |ma boz,|
|Morailhoù, |potailhoù, |dor gozh !|
Marteze e kavoc'h n'eo ket barzhoniezh dispar, mes lennit anezhañ a vouezh uhel, hag e santoc'h en ho komzoù blaz ar brezhoneg bev.
Ha setu ur rondo all, skrivet e gwerzennoù 12 silabenn, holl war ar patrom : |ᴗ ‒ ᴗ|ᴗ ‒ ᴗ|ᴗ ‒ ᴗ|ᴗ ‒ ᴗ|, da lâret eo pevar amfibrac'h a-renk. Ar wech-mañ ne verkin ket ar silabennoù pouez-mouezhiet en tu all d'ar poz kentañ, rak n'int ket diaes da gavout pa ouzer n'eus nemet amfibrac'hoù oc'h ober ar gwerzennoù.
AVALOÙ AR GÊR
An dousi-rezineg, an dousi-Normandi
Melenet ha livrin er bodoù dizeliet
Eo trec'hus o frondoù er werje brizh-heoliet
Ha trec'het eo ganto da galon o heugiñ.
Met siwazh ! Er prenestr e chomez da nec'hiñ ?
Da bakad zo aozet, da sac'hig zo leuniet,
Ha dousi-rezineg ha dousi-Normandi
Ken livrin zo enno, er c'hrezioù sebeliet.
Youenna, an orloj a glevez o seniñ ?
Distreiñ 'rez er prenestr da zremmig ankeniet ;
Da c'henoù zo mudet, da selloù zo glebiet :
Gant petra e chomez a-sav da saouzaniñ ?
Gant dousi-rezineg ? gant dousi-Normandi ?
Ar memes tra : da lenn a vouezh uhel !
Notenn : « Rimodelloù Padrig Hellenn » zo bet embannet gant Brud Nevez / Emgleo Breiz e 1990. E c'heller c'hoazh prenañ al levr digant Charlez an Dreo, Pontigoù, 29190 Brasparts.