Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B45. Amfibrac'h

Distreiñ d'al listenn

Notennoù : ar simbol ᴗ a verk ur silabenn hep pouezh-mouezh, ha ‒ unan gant pouezh-mouezh. Ar silabenn pouezmouezhiet a c'hello bezañ merket gant lizherennoù tev [pe islinennet], hag evit ur silabenn hir e toublin ar vogalenn.

Er pennad 31 e'm boa studiet lusk ar gwerzennoù, gant iamboù, da lâret eo troatadoù div silabenn, an hini gentañ hep pouez-mouezh, an eil gant pouez-mouezh. Hidiv e studiin troatadoù teir silabenn.

Trawalc'h eo goulenn gant ur mignon, saozneger a-vihanik, distagañ dirazoc'h ar gerioù Manchester United ha keñveriañ gant ar Mannchestère Iounaïtiiiiid a glever peurliesañ er radioioù galleg evit kompren ez eus meur a zoare da zistagañ gerioù teir silabenn, en o zouez doareoù fall-euzhus. E brezhoneg ivez eo skwerius distagadur ar gerioù teir silabenn, evel dispennet, labourat, karrigell, holl war ar memes patrom |ᴗ ‒ ᴗ|, da lâret eo : kentañ ha trede silabenn hep pouez-mouezh, eil silabenn pouezmouezhiet. Un troatad a seurt-se, |ᴗ ‒ ᴗ|, a vez graet amfibrac'h anezhañ (1).

E'm skouarn e chom c'hoazh ar blijadur o deze an dud ganet er c'hantved paseet o tistagañ ar seurt gerioù, ha muioc'h c'hoazh o toubliñ anezhe evel amañ da heul :
En ti-se e vezen kaset ha digaset.
Frouezh taolet ha distaolet…
Ar c'hi en deus lipet ha peurlipet an asied
'Ouezan ket pet gwech eo bet tommet ha rastommet.

Alies ez eo daou c'her teir silabenn heñvelster a veze klevet :
Chañs 'peus out deuet en-dro, dibistig-divac'hagn !
Amañ 'z eus ur voualc'h a zo bet diskolpet ha dismelket g'ur c'hazh bennak.

En-dro din, kentoc'h eget « war e dreid noazh » pe « diarc'hen », e veze implijet « divoutoù-diloeroù », hag e Plougastell atav e oa bet lavaret din gant ur mignon da'm zad : « Ni 'gustume mont da goronkañ diroched-divraagoù, gant ur mouchouer dirak hag ur mouchouer en a-dreñv » (Ar mouchouer Plougastell a oa ur tamm lien karrez 63 cm x 63 cm). Lavaret « diroched-divragoù » a oa moarvat dereatoc'h eget lavaret « en noazh ».

War Al Liamm diwezhañ e'm boa lennet diwar bluenn Loeiza Beauvir : « Pep yezh he deus ur sonerezh disheñvel », ha re wir eo evit ar gerioù teir silabenn ; e brezhoneg KLT, war bouez un toulladig anoioù pe anoioù-gwan evel aouredal, logotaer, Pantekost, jabadao, laouenan, peadra, etc. ma kouezh ar pouez-mouezh war ar silabenn diwezhañ, e teu bep gwech ar pouez-mouezh war an eil, gant un ton tost a-walc'h da do-mi bemol-re, pe re-fa-mi, pe… hervez uhelder ar vouezh ; anav deoc'h, distagadur ar galleg, gant an ton o pignat war ar silabenn diwezhañ, n'emañ ket e blas amañ hag a rank bezañ reizhet ; arabat chom da viken des francophones impénitents, evel ma skrive Alan Raude pa gomze eus fazioù graet dindan levezon ar galleg.

Evit ur c'hrouadur bihan eo aezet pakañ an taol-mouezh-se, rak se zo evel deskiñ ton ur ganaouenn. E-pad pemzektez bennak 'm eus bet da soursial deus ur mab-bihan daou vloaz, hag a vourre o tistagañ an amfibrac'hoù laboused, logoodenn, buzhuugenn, kaoc'h-deñeñved, ar bravañ o vezañ evitañ melc'hweedenn grogennek. Ret eo lakaat ar pouez war gerioù a seurt-se hag o distagadur er skolioù-mamm, lakaomp, ha diskouez d'ar vugale ez eus evel gwagennoù e lusk ar brezhoneg, o pignat hag o tiskenn, er c'hontrol d'ar galleg plaen ha divlaz.

Ur rumm gerioù all zo c'hoazh, hag a ro un amfibrac'h kazi bep taol hag ez eo an anoioù parrezioù ha kêrioù teir silabenn e Plou-, Lok-, Lann-, Tre-, Kêr-, Lez-, etc., da skwer : Loperc'hed, Lannurvan, Plouziri, Landerne, Gwipavaz, Treastell, Lezmengi. Un toullad parrezioù all a heuilh ar reolenn-se ivez : Botsorc'hel, Rumengol, Rozloc'han, Poullaouen, etc. mes diwallit, dav eo distagañ Kerzinaou (Kêr + Dinaou). Araok distagañ un anv-lec'h eo gwelloc'h goulenn gant tud ar barrez pe ar c'harter penaos e lâront.

Evit echuiñ war un distagadur a seurt-se e lârin eo ken pouezus distagañ ur ger gant lusk ha ton ar brezhoneg ha ma eo kanañ just gant ur vouezh reizh pe c'hoari gant ur benveg sonerezh hep un notenn faos bep eil muzul.

Notenn : (1) Dianav eo ar ger galleg evit oberourien ar Petit Robert, mes kavet e vez hep poan ar ger amphibrach en ur geriadur saozneg, hag Amfibrachys en alamanteg ; holl e teuont eus ar gregach amphibrakhus = berr en daou benn.