B44. Kleñved an difaziañ
Souezhet on bet o lenn e oa bet adembannet ur romantig gant Youenn Drezen, mes gant an titr : Sizhunvezh ar Breur Arturo. Opala, 'm eus soñjet, deuet asaouer Youenn Vras d'ober e reuz e metoù an embann ? Teir gwech dija e oa bet embannet ar romantig-se gant an titr : Sizhun ar Breur Arturo, arru poent cheñch an traoù ?
Evidomp Kerneviz eo ar ger sizhun hon eus bet klevet dalc'hmat en degouezhioù-se :
‒ Alo, echu ar sizhun (ar z'un) ?
‒ Penaos eo bet da sizhun, neuze ?
‒ Ur sizhun drankil/didorr/euzhus zo o c'hortoz ac'hanon, etc, etc.
Er memes mod e veze kaoz eus sizhun Fask, eus ar sizhun gozh. Morse ne veze kaoz eus sizhunvezh en degouezhioù-se.
Klevet 'm eus bet sizhunvezh a-wechoù, ral a wech, evit ur sizhunvezh labour, ha setu tout. Ha c'hoazh, peurliesañ e veze implijet ar ger sizhun, pe neuze eizhtez : ur sizhun labour 'vo e'mm c'hoazh, ur sizhun besketa a chom c'hoazh d'ober, eizhtez diskuizh a ray vad. Setu, evidon n'eus netra da reizhañ e titl oberenn Youenn Drezen.
E-pad ur pennad, gwechall, e oan bet gant ar soñj studial a-dost brezhoneg skrivagnerien zo, mes goude bezañ lennet hag adlennet oberennoù Jakez Riou e oa ret din anzav ne rafen nemet studial kustumoù an dud o doa difaziet ar skridoù a-raok an embann : ma tigorit An Ti Satanazet, embannadur 1944, e kavoc'h an implij reizh eus an araogennoù a, eus, ouzh, diouzh, an hini a vez kavet er skridoù klasel abaoe Feiz ha Breiz kozh pe c'hoazh e Yezhadur F. Kervella pe e oberennoù J. Gros. Padal, e Nominoe-Oe, embannadur 1970, hag e hini 2010, e remerker en deus ankouaet J. Riou un tamm mat eus e vrezhoneg, douetus, gant stummoù evel « pell ouzh... », « klevet a reoc'h anv ouzhin », na gaver tamm ebet en Ti Satanazet.
Un hegas eo gwelet skridoù ho peus-c'hwi peurlipet, « difaziet » gant unan bennak hag en deus o lennet buan, ha treuzkomprenet alies. Amañ e roin un nebeud skwerioù eus ar pezh a'm eus kavet e-barzh ma skridoù embannet ; evit ar re-se ez on sur eus ar pezh a'm boa kaset d'an embann ha n'eo ket diaes digoriñ al levr meneget evit gwiriañ petra int deuet da vezañ.
A-wechoù e c'heller kaout ur ger estren d'an difazier ; e-lec'h skrivañ din da c'houlenn petra a sinifie, en deus lakaet ur ger tost ha n'en doa ket netra d'ober er skrid-se. En danevell Yann g'e vec'h lann, Keignard g'e vec'h lard, a'm boa kaset da Brud Nevez, e oa ar frazenn : N'en deus ket a deil ken da errez, gant errez = dispign, foetañ, drouziviañ en ul lodenn eus Kerne Izel ; ma, deuet e oa da vezañ « da hêrezh ». Paour-kaezh heritourien !
Ur fazi all a'm boa kavet moutik-kenañ el levr Notennoù Yezhadur, embannet gant Al Liamm. Eno e'm boa studiet brezhonegoù a bep sort, en o zouez brezhoneg an aotrou Ar Gall, beleg, en doa savet ul levr oferenn brezhoneg ha latin, er bloaz 1900. Dibabet e'm boa an avieloù, peogwir eo pinvidikoc'h ha liesseurtoc'h ar yezh enno eget er pedennoù a bep sort. War Al Liamm e oa bet embannet difazi e oa kaoz eus avieloù ar person, mes el levr Notennoù Yezhadur, a stroll pennadoù tennet eus ar gelaouenn, n'eus kaoz nemet eus avelioù ar person ! (paj. 47, 48) Domaj eo ne ouife ket un difazier petra eo un aviel…
Dipitusoc'h eo c'hoazh pa glask an difazier, war batrom mantrus ar galleg, moarvat, plantañ ur stumm lakaet gantañ da standard, ha pa ve bev stummoù all. En ur romantig evit krennarded, Ar Gañfarted hag al Louarn Kamm, emb. An Here, 1989, e'm boa skrivet « Trizek vloaz he deus-hi, ha daoulagad gell koant hag a laka Yannig da gemer liv ar sivi flastret pa baront warnañ ». « Trizek vloaz he deus-hi », evel ma 'm eus bet klevet a-hed ar wech e kanton Daoulaz, kaout 13 vloaz, evel ma skriv ingal ivez Yeun ar Gov (E Skeud…) ha R. Hemon (Diamantoù), ha difaziet e oa bet din en un doare droch, rak setu ar frazenn evel ma c'heller lenn anezhi el levr : « Trizek vloaz eo-hi, ha daoulagad gell koant hag a laka Yannig da gemer liv ar sivi flastret pa baront warnañ ». Ster ebet d'ar frazenn « difaziet », pa 'm boa klasket lakaat en ur gichen kaout trizek vloaz ha daoulagad koant (1) ; padal, ma vez lâret ivez bezañ trizek vloaz, ar verb bezañ ne c'hell ket klotañ gant an daoulagad koant.
Gwelet 'm eus bet skrivagnerien vad o kas al lennegezh vrezhoneg da vale, dre ma oant bet « reizhet » gant difazierien a oa anat e oant dizeskoc'h evite. Hag e c'hellan lâret eo ur pezh koll evit ar brezhoneg.
Evit ar vugale a zo o teskiñ brezhoneg er skolioù, e c'houlennan gant an difazierien en em soñjal gwelloc'h a-raok kinnig stummoù zo el levrioù deskiñ. Kustum on da skrivañ gelver, taoler, delc'her (ha neket gervel, teurel, derc'hel), dre ma kaver enno kensonennoù ar gwrizioù galv-, taol-, dalc'h-, ha dre ma vezont klevet kalz stankoc'h eget ar re all ; da skwer, diwar an ALBB, e c'heller gwelet e kaver g-lv (gelver, galven, etc) e 61 % eus ar parrezioù enklask, mes g-rv (gervel) e 10 % hepken (2). Gant TES, e skrid un danevell ganin, eo bet skarzhet kement gelver, teuler ha delc'her, ha lakaet gervel, teurel ha derc'hel en o flas. Arabat bezañ souezhet pa glevoc'h, evel ma 'm eus bet klevet e porzh ur skol Diwan :
‒ Geo ! Gervet en deus !
Rak ur bugel ha ne glev ar yezh nemet er skol ha gant un den, mestr pe mestrez hepken, a vo techet da zisplegañ ur verb diwar ar stumm en deus lennet evit an anv-verb !
Notennoù :
(1) Ur framm a sort-se, gant ar memes verb ha div renadenn disheñvel a-grenn o sterioù, a vez graet zeugma anezhañ, evel er galleg : il tira un profond soupir de sa poitrine et un mouchoir de sa poche.
(2) Statistikoù evit ar verboù tenir, jeter, appeler, hervez an ALBB :
1°) Tenir : derc'hel, derc'hen : 32 % Delc'her, dalc'hen, etc. : 42 % Hep l na r : 26 %
2°) Jeter : teurel, turul, etc. : 19 % Teuler, taoler, etc. : 70 % Chetañ, sklapañ, etc. : 11 %
3°) Appeler : gervel : 10 % Gelver, galv- : 61 % Hopal, huchal, choual, etc. : 29 %