Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B43. Ar verb en un amzer gevrennek e brezhoneg komzet

Distreiñ d'al listenn

C) Pesort frammoù e brezhoneg komzet ?
Er bloazioù 1970 e'm boa graet enklaskoù e-touez brezhonegerien a-gozh da glask gouzout pehini eus an tri framm meneget er pennad 42 a implijent. E-touez frazennoù all, e'm boa goulennet gante treiñ Depuis que mon père a vendu sa maison…. Kinnig a raent frazennoù evel Abaoe m'en deus ma zad gwerzhet e di… (framm 1) mes gwelet a raen diouzh o daoulagad ne oa ket ar framm-se diouzh o grad. Ha neuze e kinnigen dezhe Abaoe m'en deus gwerzhet ma zad e di ; gwelloc'h e oa ar framm-se evite dija ; ha pa ginnigen dezhe Abaoe ma eo bet gwerzhet e di gant ma zad… (framm 3) neuze e welen o fasoù o laouenaat, hag ec'h anzavent « Ya, evel-just, er mod-se e vez lâret ».

Evit ar framm 1 (verb-skoazell + rener + anv-gwan verb) on bet difaziet meur a wech, moarvat, mes soñj 'm eus eus ar wech diwezhañ ma 'm boa klasket distripañ ur frazenn a'm boa boulc'het er c'hiz-se ; tost da ugent vloaz e'm boa marteze, ha me el lise pe er skol-Veur, mes ur wech echuet ar frazenn, e'm boa klevet gant un amezegez e ranken ivez « kanañ ar C'hredo », rak anat e oa eviti hag evit ar re all a oa aze e oa ur framm brezhoneg kador, en ur brezegenn sul.

Ar wech diwezhañ ma 'm eus soñj bezañ klevet ur framm a seurt-se war deod ma c'henvroiz a oa e penn kentañ ar bloavezhioù 1980, 'm eus aon. Bez e oamp seizh pe eizh a dud eus ar c'harter, ha kaoz neuze diwar-benn kazh unan anezho a oa bet gwalldretet gant un amezeg all. Chom a rae perc'henn ar c'hazh da c'hourdrouz, o lâret e rofe ur roustad d'ar boufon all, pa oa bet troc'het e gaoz dezhañ gant e vamm-gaer, hag a c'helle bezañ pell diouzh ar bed a-wechoù :
‒ Aloñ, aloñ, pez soñj en doa Jezuz Krist pardonet d'ar re o doa e grusifiet !
Hag ar remerk-se a oa hep an disterañ fent, e c'hellit krediñ.
En em lakaet e oamp holl da c'hoarzhin, dre m'en em santemp e daou ved parallelek, o klevet anv eus ar paour-kaezh Jezuz Krist en un istor fachiri etre daou amezeg tost, o klevet anv a grusifiañ ha pardoniñ, gerioù ar gelennadurezh kristen, en un afer kign ha frot abalamour d'ur c'hazh, hag o klevet ouzhpenn ur framm hag a zegase soñj d'an holl eus stil ampezet ha pompadus kelennadurezh ar relijion.
Berr-ha-berr, ez eo ar frammoù 2), verb-skoazell + anv-gwan-verb + rener, pe ar framm 3), ergativ, a vez implijet e brezhoneg komzet, n'eus nemet mont da selaou an dud.

Ha gant ar skrivagnerien ?
Evit klask kaout penn kentañ ur respont e'm eus adlennet an oberennoù-mañ : Mab e Dad (Favereau), E Skeud Tour bras Sant-Jermen (Y. ar Gov), Diamantoù Keroulaz (R. Hemon), Park Balan (R. Huon), An Ti Satanazet (J. Riou), Udora (P. an Intañv). Evit pep hini anezho e'm eus savet statistikoù war 120-130 pajenn (dre vras hirder An Ti Satanazet) azalek penn kentañ al levr, war-bouez Diamantoù Keroulaz, ma 'm eus adkemeret disoc'hoù ul labour a'm boa graet gwechall war al levr klok. N'eus forzh penaos e roan an disoc'hoù amañ e dregantadoù :


Framm 1Framm 2 pe 3
Mab e Dad0100 %
E Skeud Tour0100 %
Diamantoù45 %55 %
Park Balan72 %28 %
An Ti Sat8 %92 %
Udora3 %97 %


N'aller ket reiñ ur reolenn dre vras diwar ar statistikoù-se, evel-just, nemet ez eus un dra heverk memestra : n'eus ket eus ar framm 1, koulz lavaret (ur wech hepken gant Jakez Riou ha gant Paskal an Intañv), dindan pluenn ar skrivagnerien a zo bet savet en ur gevredigezh hollvrezhoneg pe dost, evel Y. ar Gov pe J. Riou, pe ar skrivagnerien a santer o deus klasket skrivañ e yezh ar vrezhonegerien a-gozh a zarempredent, evel F. Favereau ha P. an Intañv.