Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B42. Sevel ul lavarenn gant ar verb en un amzer gevrennek

Distreiñ d'al listenn

An amzerioù kevrennek (= temps composés) a gaver e brezhoneg zo, hervez an anoioù implijet gant F. Kervella, amzer dremenet kevrennek (= passé composé), amzer beurdremenet kevrennek (= p. que parfait), amzer da zont kevrennek (= futur antérieur), hag an doare divizout tremenet (= conditionnel, irréel du passé).

Tra ma eo aes sevel ur frazenn hag a gomañs gant ur verb en un amzer gevrennek, da skwer : savet en doa Frañsez ul loch evit e azen, pe gant ar rener : Mari he deus prenet kig lapin evit koan, e kaver meur a zoare er yezh skrivet pa grog ar frazenn gant ur renadenn adverb pe gant ur stagell isurzhiañ (= conj. de subordination).

Er yezh komzet, gant ar vrezhonegerien a-gozh, e chom atav e-kichen-kichen ar verb skoazell, kaout pe bezañ, hag an anv-gwan verb (= part. passé), da skwer : kavet en doa, pe : en doa kavet. Ar verb skoazell hag an anv-gwan verb ne c'hellont bezañ dispartiet nemet :

‒ gant an adverb ket :
Alo, ar Schmilblick n'eo ket kavet c'hoazh ?
Ma, n'hon do ket graet kalz a dra hiziv !

‒ gant ur raganv-gour (= pron. pers.)
'M eus aon he doa-hi labouret azalek he fevarzek vloaz ; hi zo rener.
Ar bleiz en deus o c'havet hag en deus o zaget (Gousperoù ar Raned, F. Morvan, Skrigneg) ; o zo renadenn. Ar raganv-gour renadenn dra e sort frazennoù zo un dra vev e Bro Gwened, mes en darn vrasañ eus KLT en deus paket liv ar c'hozh, pe liv ar skridoù relijiel.

A) An tri framm :
En ur glask skwerioù war al lec'hienn Devri evit ur pennad kaoz dirak tud KEAV, e'm boa kavet ar frazenn-mañ :
[War gein ur balum eo] en devoa Sant Brendan kanet oferenn ar sul Fask.
Savet eo al lavarenn hervez ar framm-mañ :
(1) [renadenn] + verb skoazell + rener + anv-gwan verb + renadenn dra
Ha setu an daou framm all a glever e brezhoneg komzet, evit ar memes lavarenn :
(2) [renadenn] + verb skoazell + anv-gwan verb + rener + renadenn dra, da lâret eo :
[War gein ur balum eo] en devoa kanet Sant Brendan oferenn ar sul Fask.
(3) Framm ergativ : ar verb a dremen en tu-gouzañv (= passif), ar renadenn-dra a deu da vezañ rener ar verb, hag an oberour, an hini a ra an ober, a vez degaset gant an araogenn gant ha lakaet e fin ar frazenn, peurliesañ ; ar ger ergativ diwar ar gregach ergadzomai = labourat a ran, ergatês = oberour, artizant. Ha setu ar memes lavarenn, atav :
[War gein ur balum eo] e oa bet kanet oferenn ar sul Fask gant Sant Brendan.

B) Implij e brezhoneg skrivet :
An tri framm a vez kavet e brezhoneg skrivet, stankoc'h pe raloc'h hervez ar skrivagnerien, ha setu un nebeud skwerioù :
(1) [Kerkent e teuas soñj din] he doa Markizez Lesouarn graet anv eus un den a fiziañs (R. Hemon, Diamantoù Keroulaz)
(1) [Marteze] en deus Rojer kaset an dro-c'houzoug da'm moereb… (R. Hemon, Diamantoù)
(1) [Gant aon] he dije ar voereb klevet ha komprenet an disterañ… (J. Riou, An Ti Sat.)

(2) [Ha c'hwi zo sur] he deus arboellet ar voereb kalz arc'hant ? (J. Riou, An Ti Sat.)
(2) [P'] en doa lakaet Lom e gorf hir e-barzh… (J. Riou, An Ti Sat.)
(2) [Moarvat] o doa kemeret ar re-mañ ma zad evit ur Sant Tegonegad (Yeun ar Gow, E Skeud…)

(3) [Hervez ar vrud] e oa bet prometet ur milion gant ar gouarnamant… (Y. ar Gow, E Skeud…)
(3) [Moarvat] e oa bet divinet gant ar warded petra a oa soñj an dec'herien (P. an Intañv, Udora)
(3) [Kerkent ha ma] voe kollet hec'h anaoudegezh gant ar voereb muiañ-karet… (J. Riou, An Ti Sat.)

C) Hag e brezhoneg komzet ?
Siwazh deoc'h, ret e vo deoc'h gortoz pemzektez a-raok lenn ar pezh a deu da heul