Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B41. Daveoù

Distreiñ d'al listenn

E kement yezh a zo e kaver un niver kaer a zaveoù anavezet gant an holl pe dost, bet amprestet el lennegezh pe e prezegennoù ar bolitikourien, da skwer e galleg :
– Je vous ai compris !
– Entre ici, Jean Moulin…
– Ô rage, ô désespoir…
– Rien ne sert de courir, il faut partir à point
– Imprudence, babil, et sotte vanité...

Hag e c'hellont bezañ implijet evel daveoù d'ober fent, pe da zegas soñj eus un den bennak, dre ma int boutin d'ur gevredigezh pe d'ur sevenadur.

E brezhoneg, n'eus ket bet a lennegezh voutin morse, ha komzoù ar bolitikourien ne dapent nemet ar gwazed betek 1945, setu e pelec'h e c'heller kavout an daveoù nemet en deskadurezh voutin, hini an Iliz, da lâret eo ar c'hatekizoù hag ar c'hantikoù ?

Kavet e vez un heklev eus an daveoù-se e katekiz Bilzig, gant F. Al Lae, gant ar goulenn-respont :
‒ Pet Doue zo ? ‒ Leizh ar beel da c'horo, hag un nebeud re all ouzhpenn.

Ha bravoc'h c'hoazh, en ur skrid flemmus savet gant J.M. Deguignet d'ober goap eus Anatol ar Braz. Son a ra evel Añjelus amzer Fask, an hini a veze kanet e fin an oferenn bred pemzektez araok ha pemzektez goude sul Fask. Setu da gentañ skrid unan eus pozioù ar c'hantik :
Alleluia, pebezh joa
Deoc'h-c'hwi, mamm a garantez,
Deomp-ni ivez, alleluia,
Pebezh laouenedigezh,
E welet goude hor prenañ
Adarre leun a vuhez !


Ha bremañ ar skrid-lu gant an Deguignet :
Alleluia, o pepeus joa,
Pepeus laouenedigez,
O wel't Anatol hon tenna
Demeus an tristidigez,
Canomp bemdez alleluia,
Evit hor silvidigez.


Er gaoz pemdez e veze klevet ivez daveoù d'ar gelennadurezh kristen ; gwechall e veze poazhet ar farz en ur gaoter war an tan-oaled, gant glaou bev war golo ar gaoter ouzhpenn, evit ma rouzfe gwelloc'h. Pezh a oa lakaat tan war-c'horre ha tan dindan, evel e klemmoù an Anaon, hervez kantik ar Purkator :
A bep tu deomp n'eus nemet tan
Tan war-c'horre ha tan dindan


Ar c'hantikoù hag ar salmoù a veze treuzfurmet ivez, dreist-holl ar re anavezetañ. Meulodi da gentañ d'hon sant brasañ, Erwan, a oa deuet e gantik da vezañ :
Aotrou Sant Erwan
Deuit ganin d'ho koan,
N'ho po ket friko,
Met leizh-kof a vo,
Be'añ vo soubenn
Kig sall ha pato.


Hag ar sant ne dufe ket war an traoù all a oa war an daol, douetus, rak setu ur poz all, e-mesk meur a hini eus ar memes awen :
Evañ 'rae lagout,
Evañ 'rae Madère
Ken e rae chibout
E kêr Landreger.


E pep parrez e oa ur c'hantik parrez, an hini anavezetañ gant ar barrezianiz, hag ivez an hini a veze savet skridoù lu diwarnañ. E Plougastell e kanemp :
Digant Jezuz, Gwerc'hez santel,
Ken karet en hor parrez,
Goulennit evit Plougastell
Sivi ruz ha patatez.


E Sizun e oa :
Ni ho salud, steredenn vor,
Mamm da Zoue, leun a enor,
Mirit holl gañfarted Sizun,
Roit de'o peb a bakad butun.


Ur c'hantik all anavezet mad a oa deuet da reiñ :
Eürus an hini a garo Doue,
Hag eürusoc'h c'hoazh an hini 'lazh he gwaz !


Al litanioù ivez a oa aes lakaat komzoù-lu warne :
‒ Person Lanrivoare, ‒ Ora pro nobis,
‒ En deus graet kalz bugale, ‒ Ora pro nobis,
‒ Daou er c'havell, un hep bale, ‒ Ora pro nobis, hag all, hag all.


Ha n'eo ket abalamour ma veze kanet himnoù ha salmoù e latin e chome an dud hep ober fent. Ma mamm-gozh a gane, gant un tamm mat a furnez :
Ave maris stella,
N'on ket 'z ar re wella,
Atque semper virgo,
Falloc'h 'viton a zo.


Pesort daveoù all a vo kavet bremañ, pa eo aet ar sevenadur-se da get ? Gwelet 'vo.

Notenn : pozioù klok ar c'hantik savet gant Deguignet « en enor » da Anatol ar Braz a gaver e levr Favereau, Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved, levrenn 1, pajenn 418.