Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B40. Dibennoù en -et en anv-verb

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 8 a viz Even 2018

Er pennad yezhadur niverenn 17 e’m boa meneget an anv-verb kerzhet a vez skrivet alies gant an dibenn -out, goude ma ne vez klevet neblec’h an distagadur kerzhout, hervez an daou atlas a zo bet embannet betek-henn. Pa glasker war al lec’hienn Devri, ne gaver nemet ar stumm kerzhet, war-bouez e div frazenn tennet eus oberennoù Yeun ar Gow, a oa bet levezonet moarvat en e skridoù gant ar stumm kavet en ur geriadur, rak e kanton Pleiben ne implijer nemet ar verb bale.

Bezañ zo un toulladig verboù evel kerzhet, a gaver skrivet a-wechoù gant an dibenn -out abaoe kant vloaz bennak, hag an dra-se dindan levezon ar galleg : arabat meskañ ar skriturioù j’ai mangé ha j’aimerais manger, je suis allé ha je vais aller. Padal, e brezhoneg e kaver verboù ma klever ar memes dibenn -et kazimant e pep lec’h e Breizh-Izel evit an anv-verb (= infinitif) hag an anv-gwan-verb (= participe passé), da skwer : kousket ’m eus / da gousket, bugale !, pe c’hoazh : klevet e’m eus / ’m eus ket c’hoant da glevet, etc.
Tregont vloaz zo, pa oamp o prientiñ danvez kelenn evit ar skolaj kentañ a oa da vezañ digoret gant Diwan, e oa bet embannet kement-mañ gant bodad ar brezhoneg, e levrenn 2 ar yezhadur (levr paper) hag e Yezhadur TES en linenn, pajenn 77 :

« Evit dek verb, e vez roet un dibenn -OUT er geriadurioù tra ma vez klevet -ET nemetken e kazi kement lec’h a zo ha tra ma veze skrivet -ET betek an XIXvet kantved. Setu int amañ :
Gwel-, Kac’h-, Kar-, Kemer-, Kerzh-, Klev-, Lavar-, Mir-, Sell-, Tec’h-.
Gwelloc’h ha reishoc’h e vo neuze skrivañ :
GwelET, Kac’hET pe Kac’hAT, KarET, KemerET pe Kemer, KerzhET, KlevET, LavarET (pe lârET), mirET, sellET, Tec’hET. »

Ha gant ur sell war al lec’hienn Devri, geriadur istorel Martial Menard, a oa ivez ezel eus bodad ar brezhoneg, eo aes gwiriañ an dibab a oa bet graet tregont vloaz zo, rak e-touez ar frazennoù pennaouet amañ hag ahont gant M.M. e kaver da skwer :
Evit Gwel- : gwelet 27 gwech, gwelout 1 wech.
Evit Mir- : miret 41 wech, mirout 1 wech.
Evit Sell- : sellet 11 gwech, tamm sellout ebet.
Disoc’hoù peuzheñvel a gaver evit ar verboù all meneget uheloc’h.
Ur sell war ALBB Pierre Le Roux (kartenn « me voir », 289) a ro deomp evit ar verb Gwel- : ouzhpenn 50 gwech gwelet (diwar 77), hag ur wech hepken gwelout e Enez Sun. Evit ar verb lavar-, ur sell all war Atlas Yann an Du ne ro neblec’h ar stummoù lavarout, na lârout.

Pa oan krog da genlabourat gant Al Liamm, er bloavezhioù 1984 pe 1985, e oan bet dipitet o welet e veze difaziet din ar stummoù sellet, gwelet, etc. a skriven hag e vezent reizhet gant dibennoù en -out. Dav e oa bet din mont da c’houlenn gant Ronan Huon e vefe laosket an dibennoù -et er verboù merzout (gwel-, sell-, klev-) hag er verb lavar-, ar re stankañ er skridoù. Rener Al Liamm, hag a oa digor e spered, en doa asantet da’m arguzennoù.

Lennet e’m eus bet testenioù, kaozeet e’m eus bet gant tud yaouankoc’h evidon hag a oa o fal komz brezhoneg evel ma rae o zud-kozh pe o zud-kuñv hanter-kant pe kant vloaz zo. Ma, un doare da dostaat un tammig ouzh ar brezhoneg bev e-kreiz an XXvet kantved zo skarzhañ an dibennoù -out en dek verb meneget uheloc’h ha skrivañ ha distagañ sellet, gwelet, klevet, miret, lavaret evit an anoioù-verb bep gwech ma vez tro d’en ober.
Chom penndaoulinet dirak stummoù ur geriadur, dreist pep tra dirak stummoù estren d’ar yezh, daoust ha n’eo ket kentoc’h doare ar C’hallaoued gant o Akademiezh skarnilet ha geriadur homañ ?
Bremañ siwazh, e teu pouez-mouezh ar galleg da aloubiñ muioc’h-mui brezhoneg ar skolioù hag ar media, an daou anv-verb mirout ha lavarout a vez distaget gant an taol-mouezh war ar silabenn ziwezhañ, ha klevet e vez kreñv-tre silabennoù ha n’eus ket dioute e brezhoneg pobl !… Pa glevan kement-se, ne c’hellan ket miret a soñjal e rimont brav-kenañ gant ar gerioù galleg biroute ha fausse route !

Notenn : e c’hellit gwiriañ ne ’m eus ket kontet reverizoù deoc’h en ur zigoriñ al lec’hienn Devri, hag an daou atlas gant P. ar Rouz ha Y. an Du.