B39. Troioù-lavar gant ar ger lieu e galleg
Embannet e-barzh Ya d'an 11 a viz Mae 2018
Savet soñj din sevel ar pennad-mañ abalamour d’ur fazi war YA : « *A-benn daou viz e vo eus ar Redadeg », hag a ziskouez ez eus ur meskaj aze etre ar verb bezañ, hag a c’hell treiñ ar galleg avoir lieu, hag ar verb bezañ eus, hag a dro exister. Anat eo e oa bet soñjet « Dans deux mois aura lieu la Redadeg », setu e klaskin ober an dro eus an troioù-lavar ma kaver ar ger lieu enne e galleg.
1°) Avoir lieu = bezañ, a-wechoù tremen pe paseal.
Deiz kentañ ar miz e vo ar pardon ar bloaz-mañ.
Bet eo/tremenet eo an distro-skol hep re a zaeroù ?
Ar c’hoarioù olimpek a vez bep pevar bloaz.
Gwechall e veze marc’had al leueioù d’ar merc’her.
Ha neuze : A-benn daou viz ac’hann e vo ar Redadeg.
E-skoaz se, bezañ eus a dro ar galleg exister :
Ne glevemp ket keleier, ne oa ket eus ar radio d’ar c’houlz-se.
Goût ’walc’h, n’eus ket eus an diaoul !
2°) Au lieu de, au lieu que.
An hini kentañ a verk un enebiezh etre renadennoù, pe etre daou ober. E-lec’h a vez klevet e meur a lec’h :
Kavout a rae gras mont da labourat e-lec’h chom da c’hlandourenniñ ha da gontañ kaoz gant mignoned.
Da choaz en doa, mes e-lec’h Roazon en doa kemeret Kastellin.
E-lec’h freniñ en doa roet lañs d’e oto adarre !
An eil (implijet nebeut) a verk un enebiezh etre daou rener, ar peurliesañ. Troet e vez alies gant e-kichen, implijet evel stagell kenurzhiañ :
Me gustume chom didrouz e’m c’horn, e-kichen ma c’hoar a oa kaozeüsoc’h ha distagellet mad.
Ma zi-me zo ul lochig paour, e-kichen o zi zo ur pezh maner !
3°) Tenir lieu de = ober, ober evit.
Ar skudell-mañ a raio ur c’hantolor.
Joseph, ar paeron choazet, a oa e Suez war ar Jean-Bart, setu e’m boa graet evit ar paeron pa oa bet badezet Hélène.
4°) Il y a lieu de, il convient de = lec’h zo, peadra zo
Lec’h zo da vezañ nec’het, pa eo dek eur ha n’eo ket deuet eus e labour !
Lec’h zo da soñjal a-raok sinañ an tamm paper-se.
5°) Donner lieu à = reiñ tro da, bezañ digarez da…
Ur post diblaset e korn ur park a oa digarez da fachiri gant an amezeien.
Un dilhad re gran a roe tro d’an teodoù da vont en-dro.
6°) Lieux : quitter/vider les lieux, (se rendre) sur les lieux
Pedet groñs omp da zilojañ ac’halenn/ac’halemañ
Ar maer a oa an hini kentañ war al lec’h (hag ivez : war ar plas).
7°) A-wechoù e tro ar ger lec’h ar galleg place :
Lec’h a-walc’h zo evit div oto da baseal. (E Bro Gwened dreist-holl.)
Hag ur formulenn hud da bareañ a bep sort poanioù :
Direderez, tec’h, tec’h / ‘Mañ ket amañ da lec’h / Nag amañ na neblec’h !