B38. Pour + infinitif, pour que… Pegoulz e c’heller implij a-benn ?
Embannet e-barzh Ya d'ar 27 a viz Ebrel 2018
Ur mare zo bet e oa deuet ar c’hiz da implijañ a-benn evit treiñ ar galleg pour, e n’eus forzh pesort degouezh daoust ma ne veze ket implijet kalz hanter-kant vloaz zo, hag e c’heller lenn an darn vrasañ eus romantoù Roparz Hemon hep en em gavout gant ar framm a-benn + anv-verb. Ha ma klaskit a-benn e-mesk ar stagelloù meneget gant F. Kervella, ne gavoc’h netra, setu moarvat e c’heller ober hepti.
A) Pour + infinitif, pour que…, o tegas ur pal.
En degouezh-se e c’heller ivez implij afin de, afin que…, e galleg. Peurliesañ e vo troet gant evit, evit ma :
Ober a rin ar veaj betek Karaez evit kerc’hat daouzek podad Nutella pe ouzhpenn.
Lakaet ’m boa liv gwenn war ar speurenn-se evit ma vefe sklaeroc’h an ti.
N’eo ket evit lâret, mes bep gwech e kavan anezhañ borodus !
N’eo ket evit kontañ droug, mes da vreur-kaer a lonk betek re, ’m eus aon.
A-wechoù e c’heller implij ma, tra ken :
Laosk an alc’hwezioù e korn an daol, ma kavin anezho hep poan ! (= pour que je les trouve…)
Pe c’hoazh da + anv-verb, pa ne vez ket gwall dalvoudus ar pal :
Roet ’m eus dezhañ pemp euro da brenañ butun (ha pa brenfe traoù all, n’on ket nec’het gant se).
Mes ne c’heller ket implij a-benn en degouezhioù-se ! Lavaret : *Ober a rin ar veaj a-benn kerc’hat…, *roet ’m eus dezhañ pemp euro a-benn prenañ… zo fazioù.
B) Pour + infinitif, o verkañ un abeg pe ur goñsekañs.
Abeg :
Il fut dégradé pour avoir fréquenté le lit de la femme du capitaine = Dic’hradet e oa bet dre m’en doa darempredet gwele gwreg e gabiten (ha : abalamour m’en doa, a-gaozenn en doa, etc.)
Pour être arrivé en retard trois jours de rang, il a dû balayer son bureau ! = Dre ma oa arruet diwezhat…, hag ivez : evit bezañ arruet diwezhat…
Koñsekañs :
E galleg, e frammoù evel trop … pour, assez … pour.
E brezhoneg ec’h implijer evit bep gwech :
Trop beau pour être vrai = re vrav evit bezañ gwir.
Assez petit pour passer sans me baisser = bihan a-walc’h evit paseal hep stouiñ.
Je suis trop moche pour qu’elle s’intéresse à moi = re vil on evit ma soursife ouzhin.
Mes ne c’heller ket implij a-benn en daou zegouezh-se.
C) Pour + infinitif, pour que… a verk un disoc’h, ha neket ur pal.
E c’heller implij a-benn pe evit :
Les enfants, qu’avez-vous fait pour être/pour que vous soyez si sales ? = Bugale, petra ’peus graet evit/a-benn bezañ ken lous-se ? (Lous eo ar vugale, ne c’heller ket en nac’h)
Je ne sais plus ce que j’ai donné à mon cochon pour l’engraisser ainsi, de la bonne soupe, je suppose = ’M eus ket soñj ken petra ’m eus roet da’m porc’hell evit/a-benn lardañ anezhañ er mod-se, gwelien mad, moarvat. (Lart eo ar porc’hell hiziv, ha n’eo ket ur pal a-benn tri miz ac’hann!)
D) Pour + infinitif, pour que… en ur gondision ret pe bastus (= condition nécessaire ou suffisante). E brezhoneg e kaver ar verboù rankout, dleout, mankout, pe an anoioù-gwan ret, dav, oblijet, etc. hag a-walc’h, trawalc’h.
E c’heller implij evit pe a-benn adarre.
J’ai dû aller trois fois chez lui pour le rencontrer = dav eo bet din mont dre deir gwech d’e di a-benn/evit gwelet anezhañ.
Hag ur frazenn klevet ur gwener beure e marc’had Gwengamp, etre div vaouez kozh :
N’eo ket ’walc’h bezañ paotr koant a-benn plijet d’ar merc’hed ! (ha c’hoarzhin...)
Tost d’ur gondision ret, e kaver frazennoù degaset gant ne … que … pour… :
Il n’y a que les chats pour voir la nuit = il faut être un chat pour voir la nuit.
N’eus nemet ar c’hizhier hag a wel en noz, ret eo bezañ kazh evit/a-benn gwelet en noz.
Hag an Deguignet a lavarfe :
Il n’y a que les bourgeois pour chauffer leur maison à 12 degrés = n’eus nemet ar vourc’hizien hag a domm o zi betek 12 derez, ret eo bezañ ur bourc’hiz a-benn/evit tommañ e di betek 12 derez.
Notenn : evit kaout skwerioù all, e c’hellit digoriñ Notennoù Yezhadur, embannet gant Al Liamm, 2012 (golo mouk), pe levrenn I oberennoù Jul Gros (Trésor du Breton Parlé).