B37. Levezon ur galleg direizh
Embannet e-barzh Ya d'an 13 a viz Ebrel 2018
Ma eo un hegas lenn fazioù brezhoneg deuet diwar ur galleg reizh, troet ger evit ger, e kavan euzhus ha kalz gwashoc'h c'hoazh fazioù a vez graet diwar galleg fall an XXIvet kantved.
A) Da skwer, war YA 652, e oa gouestlet ar bajenn diwezhañ da Charlez an Dreo, a deu brezhoneg disi eus Menez Are gantañ bemdez-Doue. Padal, evit digoriñ ar pennad ha lakaat ac'hanomp d'ober anaoudegezh gantañ, e oa ar frazenn-mañ : *War un dro ul lodenn bleustrek, skiantel, a denn d'an teknik ; ha war un dro all ur preder war ar c'han... A belec'h e teu ar brezhoneg saout-se ma n'eo ket eus ar galleg put a vez klevet ken bemdez-Doue all er radioioù, war an tele, war deodoù ar gazetennerien, ar vrudourien hag ar bolitikourion a bep noueañs ? *C'est un outil à la fois discret et à la fois efficace, *XXX est à la fois une commune rurale et en même temps un pôle d'attractivité...
Dilaoskomp stil c'hwezhet ar gallegerien a vourr o selaou o mouezh, ha pa vefe evit ober trouz nemetken, ha degemeromp Charlez er mod-mañ : War un dro ul lodenn bleustrek, skiantel, a denn d'an teknik, hag ur preder war ar c'han..., rak war un dro a vod an holl varregezhioù, ha ne c'hell ket ober div lodenn anezhe. Pe neuze, ma falvez deomp enebiñ an daou du eus e ouiziegezh pe e varregezhioù, e vezint dispartiet evel-henn : Diouzh un tu, ul lodenn bleustrek (...), ha diouzh un tu all, ur preder war ar c'han...
B) Aliesoc'h-aliesañ e vez kavet war-zu / war-du hep ma vefe ur fiñv, evit treiñ aux environs de..., du côté de..., da skwer : *war-zu aochoù Bro Leon e chomo goloet an amzer, *gwelet a raer bremañ parkadoù ed-du war-zu kreiz ar vro. Daoust hag-eñ ez eo un droidigezh eus ar galleg fall a glever er radio hag en tele, dreist-holl pa vez kaoz eus an amzer : *Des orages pourront se développer vers la Bourgogne, *des éclaircies apparaîtront vers la Bretagne ? Ne c'heller ket implij vers en degouezhioù-se, rak goude vers gant ar ster aux environs de, e ranker lakaat un niver resis, ur mare resis, ur poent resis, da skwer : la neige tombera vers 400 m, vers midi on le verra arriver, etc.
Penaos ober neuze ?
1) Bezañ zo ur fiñv, ha c'hoant ho peus da dreiñ vers, dans la direction de : Neuze e c'heller implij war-zu, war-du, hag ivez etrezek, tramek, sa, war-gaout, etc.
Aet eo kuit ar wetur war-du Pondi, sellet e'm boa outañ o vont war-zu e bark, gwelet e'm boa anezhi o tont war-zu ennomp, etc.
2) N'eus fiñv ebet, hag al lec'h ho peus c'hoant da venegiñ zo diresis a-walc'h (= du côté de, dans les parages de, aux environs de...)
Emañ o labourat (e) tu an Oriant
Un ti he deus prenet deus tu Karaez
Ur gador 'm boa kavet e tu an Aviel (kér e veze ar plasoù en iliz gwechall, da zeiz ar pardon !)
3) N'eus fiñv ebet, ha c'hoant 'peus da verkañ ar mod m'eo lec'hiet un ti, troet un den, etc.
Skeiñ a ra prenestroù an ti war-zu ar Reter
Troet e oa neuze war ma zu (ha neket war-zu ennon en degouezh-mañ)
C) Un implij sius eus an imparfait a vez graet bremañ e galleg muioc'h-mui, evit un dra c'hoarvezet ur wech en amzer dremenet, dre m'emañ ar passé simple o vont er-maez a c'hiz :
Il y a cent ans mourait Ch. Péguy (e-lec'h : mourut)
En 1977 s'ouvrait la première école Diwan (e-lec'h : s'ouvrit)
Hag e brezhoneg e kaver ivez er c'hazetennoù hag er skridoù all an amzer dremenet (= imparfait), e-lec'h an amzer dremenet strizh (= passé simple), ha ne vez ket klevet kalz, gwir eo, pe an amzer dremenet kevrennek (= plus que parfait).
E c'heller lenn evel-se :
*Da eizh vloaz e yae Loeiz bihan d'ar skol evit ar wech kentañ.
*Kant vloaz zo e varve Yann Ber Kalloc'h.
*Da bevarzek vloaz e rae he fask kentañ,
E-lec'h :
Da eizh vloaz e yeas Loeiz bihan d'ar skol evit ar wech kentañ (doare kozh) pe : da eizh vloaz e oa aet Loeiz Bihan...
Kant vloaz zo e varvas Yann Ber Kalloc'h (doare kozh) pe : Kant vloaz zo e oa marv(et) Yann Ber Kalloc'h.
Da bevarzek vloaz e reas he fask kentañ (doare kozh) pe : da bevarzek vloaz he doa graet he fask kentañ.
Arabat ankouaat kement-mañ : e galleg eo bet dilezet ar passé simple, ha lakaet ar passé composé en e blas, mes e brezhoneg, ma eo bet dilezet ar passé simple ivez, ez eo ar plus que parfait zo bet lakaet en e blas. Alese ar fazioù a veze kavet stank ha stank gant ar vrezhonegerien vihan pa glaskent skrivañ un tamm galleg : *hier, j'avais joué au foot ha frazennoù all a sort-se. Rak, ma vez lavaret e galleg reizh Hier j'ai joué au foot (p. composé), e brezhoneg reizh e vez lavaret : Dec'h e'm boa c'hoariet foot (p. que parfait), troet en ur mod sius gant *Hier j'avais joué au foot (p. que parfait) gant an amzer implijet e brezhoneg.