Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B36. Mañ, ger-diskouez

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 30 a viz Meurzh 2018

Ma vez implijet en un doare reizh an/ar ...-mañ peurliesañ, eo dic'houzvez lod eus kenlabourerien ar c'hazetennoù diouzh an arliv ispisial a c'heller degas en ur skrid gant ar ger-diskouez -mañ.

A) -mañ goude un anv divoutin (anv den, anv kêr, anv parrez, etc.)
Setu un difaziadenn a oa bet degaset en ur skrid am boa kaset da Al Liamm : er skrid-orin e'm boa lakaet e c'hellan kaout fiziañs e Killian-mañ (1) hag embannet e oa bet dindan ar stumm e c'hellan kaout fiziañs er C'hillian-mañ (2) ; pozioù ur grennardez hag a zo o sellet ouzh amprevaned asambles gant ur paotr anvet Killian, hag a zo en he c'hichen.
Ken reizh ha ken reizh eo an div frazenn (1) ha (2) e-keñver yezhadur, mes ne vezont ket implijet er memes degouezhioù :

Gant ar framm (2) emaer o paouez komz eus un den, pe evit meuliñ anezhañ, pe evit e zisprizañ, pe evit ober ur remerk bennak warnañ, un den a c'hell bezañ pell diouzhimp alies :
Ar Jopig-mañ zo un dic'harzher a-vod !
An Didier-mañ n'eo ket ruz war al labour !

Gant ar framm (1) e komzer eus un den hag a zo en hon touez, da skwer :
Yeo, an dra-se en doa lâret, ha Mariig-mañ he doa klevet ar memes tra ivez ! (Mariig zo en hon touez, ha prest eo da zegas he zesteni)
Yvon-mañ a gaso ac'hanout betek ar groaz, Mari. (Hag Yvon, a zo en ostaleri d'ar c'houlz-se, zo prest da gas Mari) Bulad, ca 2000.
Herri-mañ zo evel ar c'hazh : pa frotan e gein e sav e lost. (F. Favereau, Mab e Dad)

E penn kentañ ar pennad-mañ, dre m'emañ an danevellerez asambles gant Killian, ez eo e Killian-mañ e lavaro, kentoc'h.
Gant ar framm (1) e c'heller komz ivez eus ur barrez, ar barrez e-lec'h m'emaomp :
Tredrez-mañ zo bet mad d'ar beorien ordinal (Jul Gros, I, p. 76)

B) Du-mañ
Ar peurliesañ ec'h implijer du-mañ evel ar galleg chez nous.
Du-mañ a c'hell bezañ un dra strizh, evel an tiegezh, an dud a zo o chom er gêr : du-mañ ne vez ket poazhet pesked alies.
E c'hell bezañ ivez un dra un tammig ledanoc'h, evel ar gêriadenn : du-mañ n'eus ket bet rev, gwir eo omp tostoc'h ouzh ar mor.
Ledanoc'h c'hoazh, e c'hell bezañ ur barrez : du-mañ e vez lavaret an oade ha n'eo ket an ode.
Evit ur c'hanton pe ur c'horn-bro ec'h implijer kentoc'h dre zu-mañ : dre zu-mañ n'omp ket troet da vont da Gemper kement-se ; Brest ha Kastellin zo pell a-walc'h dija.
An droienn du-mañ du-hont a glot gant ar galleg çà et là : kavet e vez ar binvioù du-mañ du-hont war e lerc'h.
Stank-kenañ e vez klevet du-mañ evit komz eus un den eus ar familh, ar gwaz, ar verc'h, ar mab, etc. :
Jean Marie du-mañ en deus asantet mont d'an eured, ha fier c'hoazh !
An hini kozh du-mañ, an hini gozh du-mañ (= mon vieux, ma vieille)
Ar re yaouank du-mañ (= mes enfants, les jeunes du village...)
Ar c'hi du-mañ (= le chien de la maison)
N'eo ket ar c'hi du-mañ a zo oc'h harzhal, geo ?

C) Implijoù all.
E c'heller lakaat un anv-gwan pe ur strollad anv-gwan rag-eeun goude hemañ, homañ, ar re-mañ (hag ivez hennezh, honnezh, etc.) Alies e klever :
Sell, hemañ yaouank zo gwisket evel da vont d'ar pardon !
Gwelet 'm boa homañ beg prennet div pe deir gwech dija, mes ne ouien ket piv e oa.
Ma, hemañ sod en deus taolet e roue, pa oa an eizh gantañ en e zorn ! (Kartoù)

Evit treiñ ar galleg tel ou tel ec'h implijet an droienn : an ...-mañ 'n ... :
An dra-mañ 'n dra, al labour-mañ 'l labour, en amser man han amser (Bzg krenn)

Notenn : Evit ar re a skriv eo dav soñjal e vez lonket ar ger-mell e Kerne alies, en un doare sistematek en-dro da Skaer zoken, setu e vez klevet den-mañ den eno, mes muioc'h en Nord e vo klevet an den-mañ 'n den, ha gwelloc'h eo moarvat skrivañ ar stumm ledan. Er memes mod e vez klevet evit poent e traoñ Kerne, mes evit ar poent en Nord da Venez Are.