B35. L'an prochain
Embannet e-barzh Ya d'ar 16 a viz Meurzh 2018
Resevet e'm boa e miz Du ur mail a-berzh ul lenner hag a oa souezhet o klevet bremañ er mediaoù troioù-lavar evel ar sizhun zo 'tont, ar miz o tont, disul zo o tont, etc. pa oa kustum da glevet kentoc'h ar sizhun a zeu, ar miz a zeu, disul a zeu gant ar vrezhonegerien a zaremprede. E rankan lâret ez on nec'het ivez o klevet war ar radio an troioù-lavar-se, hag a zo estren din ha deuet nevez zo er yezh, e yezh ar mediaoù pa lârin mad.
E atlas Yann an Du, kartenn 125, e kaver troidigezh « lundi prochain ». Kavout a reer Dilun a zeu / a deu / a zeuo a-hed an aodoù eus Enez Sun betek Plouganou (evit bezañ resis, e Plouganou, Sant-Sev, Poullaouen, Rosko, Baz, Plouvorn, Gwinevez, Plouneour-Trez, Landeda, Porsall, Plougonvelin, Plouarzhel, Logonna, Dirinonn, Kameled, Kraozon, Douarnenez, Enez Sun) ; sepet Poullaouen, emaint holl dindan 20 km diouzh ar mor (Evit skiantourien an Natur, e kaver aze un dachenn argil = aire de régression eus ar re vravañ). Klevet e vez ivez Dilun da zont e Goueled Leon (Gwipavaz, Plouzaniel, Plouedern) hag e Douarnenez.
Petra a vez kavet ouzhpenn ? Dilun, dilun kentañ, 'benn dilun. Mes neblec'h ne vez kavet na Dilun 'zo o tont, na dilun o tont.
Klasket 'm eus mont pelloc'h eget ar gartenn-se. Kentañ tra, implijet e vez ar stumm a zeu (pe a deu, a teu) e meur a barrez ma zo bet kavet dilun tra ken, pe benn dilun gant enklaskerien Yann an Du. Da skwer, e Plougastell, 'm eus bet klevet a viskoazh er/ar bloaz a zeu, ar miz a zeu, ar sizhun-mañ a zeu (ar zi 'm a zeu), evit an adverb. Ma zud kaer, deus kantonioù Plogastell ha Pont 'n Abad, a implije ivez ar stummoù-se. Diwar goulennoù a'm eus graet a-gleiz hag a-zehou, e'm eus klevet ha lennet : 'benn zun teu bremañ / benn zun da zont e Skaer-Bañleg, 'benn 'miz a za e Molan, ar sun-mañ 'za e Gwened Izel, ar sizhun a deu / a zeu e Bro Dreger. Gant Jul Gros e kaver kentañ : kentañ gwech 'vo = la prochaine fois, mes roud ebet eus ar miz o tont nag ar sizhun zo o tont. Gant Devri ivez e'm eus kavet evel adverboù : dimeurz kentañ, an dro gentañ.
Eus pelec'h e teu ar stummoù *o tont, hag *a zo o tont ? Pa zigorer geriadur Termofis, e kaver ken ar bloaz o tont (= à l'année prochaine !), pa 'm eus bet klevet evit se kenavo da vloaz pe ken ar bloaz a zeu. Gant Gregor Rostren e kaver : L'an prochain : ar bloaz kentañ zo o tont. Er bloaz a zeu.
Hag aze e ranker diwall mad : Ma vez implijet « l'an prochain » evel strollad anv en ur frazenn (da skwer : l'an prochain sera meilleur pour les fruits) e c'heller lavaret hini pe hini : ar bloaz a zeu 'vo gwelloc'h evit ar frouezh, pe ar bloaz a zo o tont 'vo gwelloc'h evit ar frouezh. Mes ma vez implijet evel adverb-amzer (da skwer : l'an prochain, j'irai à Okhotsk), e ranker lavaret : er bloaz a zeu ez in da Okhotsk, pe : da vloaz ez in... pe : a-benn bloaz ez in...
Meur a stumm a c'hell bezañ klevet ; evit « les jours prochains », e klever an deizioù a zeu, mes ivez an deizioù da zont, hag evit an deizioù. Mes arabat implijout an o tont-se e pep frazenn !
En un nebeud lec'hioù e klever -mañ ouzhpenn : e kanton Daoulaz, er sizhun-mañ a zeu (ar wech kentañ ma 'm boa bet tro da gomz gant F. Kervella en doa goulennet ganin treiñ e brezhoneg « la semaine prochaine » ! ‒ un doare shibbolet, moarvat), e Kameled, dilun-mañ a zeu (atlas Y. an Du), e Gwened Izel, ar sun-mañ 'za (diwar enklaskoù gant A. Boché)
Ur remerk war ar c'hemmadur : e meur a lec'h n'eus nemet en droienn a zeu-se e klever ar c'hemmadur d/z e furmoù displeget ar verb dont. Peurliesañ e klever Yannig a deuio ivez ?, da skwer, hag a zeu zo chomet e krennlavarioù hepken, evel : Ar c'hwi zo er c'hleu', nag a ya nag a zeu. Deuet eo ar c'hemmadur d/z da vezañ d/t zoken e plasoù 'zo : 'teuv ket buan (Bro Vigoudenn), 'ta ket fonnus (Bulad, Mael, Sant-Nikolaz), hag e Skaer : 'benn 'zun a teu bremañ.
Just ur ger evit echuiñ : ret eo kaout disfiz diouzh ar geriadurioù. Ha ken ret all eo ober goulennoù ouzh ar vrezhonegerien a-gozh : moarvat e vo diaes deoc'h kaout gante anv brezhonek ur c'hleñved evel Sclérose latérale amyotrophique, mes an darn vrasañ anezho zo gouest da lâret deoc'h pesort troienn a implijont evit la semaine prochaine pe l'an prochain !