Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B34. La conjonction si : ma ? ha ? hag-eñ ? (eil lodenn)

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 2 a viz Meurzh 2018

C) Treiñ ar si en ur goulenn dieeun (e galleg : je me demande si..., nul ne sait si..., vous nous direz si..., avez-vous entendu si...)

1) Amañ emañ an diaesterioù evit ar gallegerien, dre ma n'eus nemet ur ger si en o yezh, hag a zo war un dro stagell evel er B) evit degas un dra war ziviz, peurliesañ, ha stagell evit ar goulennoù dieeun. Padal, e brezhoneg e vez graet un diforc'h etre an div stagell, hag evit an diforc'h-se eo tostoc'h ar brezhoneg ouzh ar yezhoù german eget ouzh ar yezhoù roman, da skwer :
Galleg. Si j'étais riche... Je ne sais pas si elle a mangé.
Alamanteg. Wenn ich reich wäre... ich weiß nicht ob sie gegessen hat.
Neerlandeg. Als ik rijk was... ik weet niet of ze gegeten heeft.
Brezhoneg. Ma vijen pinvidik... n'ouzon ket hag-eñ he deus debret/ha debret he deus.

N'eus nemet lenn un nebeud linennoù war Internet pe selaou abadennoù radio pe tele evit remerkiñ e vez graet ur meskaj etre ar stagelloù, hag e vez lennet pe klevet ar stagell ma, mar re alies, e-lec'h ha pe hag-eñ, dindan levezon ar galleg, moarvat, da skwer :
*Klasket 'm eus war Internet mar kavfen ar sonerezh-se (...)
*Deoc'h da lâret din ma kavit brav (...)
*N'on ket evit lavaret ma eo tremenet pe n'eo ket.

Ne vanka ket din taoler ar bec'h war Internet, rak ar fazi-se a veze kavet stank pevar-ugent vloaz zo dija, peogwir e kaver, e Yezhadur Frañsez Kervella, a oa bet skrivet a-raok ar brezel :
§ 762. « Ur fazi a vez graet gant kalz deskidi eo lakaat mar e-lec'h hag-eñ pe ha dindan levezon ar galleg : Ne ouie ket zoken mar deufe e vreur d'ar gêr. Ar stumm reizh zo : hag-eñ e teufe pe ha dont a rafe. »

2) Ar reolenn a ranker heuliañ evit treiñ ar si dubitatif-se eo homañ : degaset e vez ur goulenn dieeun pe ul lavarenn ma zo douetañs warni gant ar stagelloù ha pe hag-eñ ; goude ha, e vo framm ur genlavarenn, ha goude hag-eñ, framm un islavarenn, rak ha zo stagell-genurzhiañ (= conj. de coordination), pa 'z eo hag-eñ stagell-isurzhiañ (= conj. de subordination) (Cf. pennad 33.)
Da skwer :
Goulenn gantañ hag-eñ emañ e gontell gantañ.
Klevet 'peus hag aet eo ar maer kozh e-barzh ? (Not. : mont e-barzh = être élu)
Ne 'm eus ket soñj ken ha gounezet o doa c'hoarierien Skrigneg a-enep ar PSG pe ar c'hontrol.
Den ne oar evit c'hoazh hag-eñ e asanto honnezh mont gantañ dirak an aotrou maer.

Er frazennoù uheloc'h e c'heller implij ha pe hag-eñ, hini pe hini, mes ur fazi galleger eo skrivañ ma pe mar, evel m'eo bet notet gant F. Kervella, ha frazennoù evel ar re-mañ :
*Klevet 'peus ma eo aet ar maer kozh e-barzh ?
*Den ne oar evit c'hoazh ma asanto honnezh mont gantañ...
zo da vezañ difaziet en ur lakaat ha pe hag-eñ.
Ar frazennoù sius a'm boa skrivet e deroù ar pennad-mañ zo da vezañ difaziet evel-henn :
Klasket 'm eus war Internet ha kavout a rafen ar sonerezh-se.
Deoc'h da lâret din hag-eñ e kavit brav...
N'on ket evit lavaret ha tremenet eo pe n'eo ket.

3) Un nebeud remerkoù :
a) Pa vez daou respont hepken d'ur goulenn dieeun, e-lec'h lavaret ha pe hag-eñ, e c'heller implij pe... pe... :
Da c'hortoz ma vo gouezet pe wir pe faos eo ar c'heloù trist-se. (J. Riou)

b) Mad eo keñveriañ an div frazenn c'halleg hag an div frazenn vrezhoneg-mañ :
1. Dites-moi si cela vous convient.
2. Si cela vous convient, dites-le moi.
3. Lavarit din hag-eñ eo mad deoc'h.
4. Ma eo mad deoc'h, lavarit din.
Er frazenn 3., *ma eo mad / *mard eo mad zo direizh.

c) Techet eo lod eus an nevez-vrezhonegerien d'ober goulennoù eeun o komañs gant hag-eñ, e-lec'h ha. Lennet 'm eus bet seurt frazennoù war skridoù kozh pe war katekizoù, mes ne 'm eus ket klevet anezho war deod ar vrezhonegerien a-gozh. Ha ma 'm eus bet lennet hag-eñ oc'h kristen ? war ur c'hatekiz eus eskopti Treger, e c'hellan asuriñ deoc'h e'm eus bet desket pennadoù eus katekiz Kerne, dre glevet, hag e oa ar goulenn kentañ : Ha c'hwi zo kristen ?
E-skoaz se, eo bev-kenañ ar stumm daoust hag-eñ evit ober ur goulenn eeun, da skwer :
Daoust hag-eñ out klañv ? Daoust hag-eñ e chom bara c'hoazh ? Mes lavaret : Hag-eñ out klañv ? Hag-eñ e chom bara c'hoazh ? zo ken souezhus evidon ha komz galleg evel Villon pe Rabelais e 2018.