Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B33. La conjonction si : ma ? ha ? hag-eñ ? (lodenn gentañ)

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 16 a viz C'hwevrer 2018

A) An daou framm pennañ el lavarennoù
Daou framm disheñvel a gaver hervez ma skriver ur genlavarenn (= prop. indépendante) pe un islavarenn (= prop. subordonnée).

En ur genlavarenn e c'heller kaout ar rener er penn, pe c'hoazh ar verb displeget gant ar verb-skoazell ober, da skwer :
a) Skuizh e vezer, rak/kar an dud a labour kalz amañ.
b) Skuizh n'omp ket, mes labourat a ra an dud amañ memestra.

E penn un islavarenn ne c'heller kaout nag ar rener, nag ar verb displeget gant ar verb-skoazell ober :
c) Ma labour an dud, arabat mont d'o direnkañ.
d) Pa labourez mad, perak ec'h afen da glemm ?

Rak, kar pe mes zo stagelloù-kenurzhiañ (= conj. de coordination), ma ha pa stagelloù-isurzhiañ (= conj. de subordination), hag frammoù al lavarennoù d'o heul zo disheñvel. Ur fazi a vefe skrivañ :
a') *(...) rak/kar e labour an dud...
b') *(...) mes e labour an dud
c') *Ma labourat a ra an dud...
d') *Pa te a labour....

B) Treiñ ar SI conjonction, pa zegas ur c'houlakadenn, un hipotezenn.

1) Peurliesañ e vez implijet ma, pe mar, a deu da vezañ mard a-wechoù dirak stummoù ar verboù bezañ ha mont, pa grogont gant ur vogalenn.
Ma vijen pinvidik, ne vijen ket tost/skragn/pizh (raloc'h : mar bijen pinvidik...)
Ma labourfen nebeutoc'h e kavfen amzer da vont da baotreta, marteze.
Ma teu warc'hoazh/mar deu warc'hoazh e vo mad. [Taoler evezh : goude mar n'eus tamm kemmadur ebet]
Mard emañ da zous en dañs, chach ane'i diwar he fenn... (Ton gavotenn).

War-lerc'h ma(r) e c'heller ivez kavout un dra sur, gwiriet, a zo da enebiñ dre ar ster ouzh ar peurrest eus ar frazenn, evel ma vez graet en galleg goude si ; da skwer an div werzenn-mañ, tennet eus ar Bro Gozh :
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo atav ken bev ha biskoazh...

(Enebadur : trec'het / ken bev), pe c'hoazh :
Eontr ha moereb, an dra-se zo ingal, rak mard eo marv unan, an hini all zo bev. (J. Riou)

Ur fazi grevus eo ober meskailhez gant ar stagell ma/mar/mard hag ar stagell all ma (gwechall : maz) a gaver ivez e abaoe ma, betek ma, etc., da skwer e Al Liamm 424 :
*Evezhiadennoù ar Pab (...) zo dedennus-tre, evel mard eo e brederiadennoù.
Ur frazenn a-seurt-se n'he deus ster ebet, ha dav eo reizhañ : (...) evel ma 'z eo e brederiadennoù.

2) A-wechoù (Treger, Kerne-Uhel, Gwened), e klever pa e-lec'h ma :
Pa gar din bezañ selaouet gwelloc'h e orezonoù = ma karjen bezañ selaouet... (= si j'avais voulu mieux écouter ses radotages)

3) Treiñ même si.
Ar pezh a glever bremañ an aliesañ eo memes ma, mes arabat laosker ha pa da vont da goll :
Ul labourer evel hennezh ne 'm eus ket bet gwelet alies : komañs a rae e zevezhioù bemdez da zek eur, ha pa vije bet noz c'hoazh ! (= même si, quand bien même...)
Ha pa 'm bije toset ma fenn ac'h outi, re sur ne 'm bije ket anavezet ane'i ! (ma mamm-gozh, a-raok 1960)
Raloc'h : ar stagell hag e, da skwer :
Hag ho pefe holl a leve, Leon ha Treger ha Kerne (Kantik)

4) Treiñ sauf si
Implijet e vez nemet, gant daou framm disheñvel :
Pe : nemet ha + kenlavarenn (1), pe : nemet e + islavarenn (2).
(1) Ne deuy ket d'e labour, nemet ha pres bras e vije.
(2) Ne deuy ket d'e labour, nemet e vije pres bras.
(1) Ar c'hazh-mañ ne ya ket da logota, nemet ha naon du en defe.
(2) Ar c'hazh-mañ ne ya ket da logota, nemet en defe naon du.