B30. Gast ! Un derez-estlammañ ! Alato !
Embannet e-barzh Ya d'an 29 a viz Kerzu 2017
Meskaj a oa bet graet n'eus ket keid-all war YA 641 ha YA 639 etre derez uhelañ un anv-gwan hag an derez estlammañ. Diwar se ho poa gallet lenn :
1) *Brasat mekanik zo bet gwelet em fark eo un arar dre dan.
2) *Furat doare d'ober e oa, dreist-holl abalamour (...)
3) *Aesat traoù 'zo eo c'hwezañ tan gant keuneud sec'h (...)
N'aller ket implij an derez estlammañ amañ, e hini ebet eus an teir frazenn, rak n'eus estlammadenn ebet neblec'h, merket ma vez homañ peurliesañ gant ur pik estlammañ (!).
A) Petra an diaoul eo an derez estlammañ-se ?
Ne vez ket klevet en diavaez eus Bro Dreger, Goelo, Reter Kerne ha Bro Gwened ; ne glever ket anezhañ e rannyezhoù Penn-ar-Bed, ha moarvat eo a-gaozenn-se n'eo ket gwall anavezet. Savet e vez en ur lakaat un dibenn -at (-et e Gwened) goude an anv-gwan : kaerat ! brasat !, hag a sinifi pegen kaer ! pegen bras !
Ha setu div frazenn a'm eus bet klevet e Bulad :
Ma, François, kaerat botoù 'peus lakaet fenoz, gant fretoù aour ! (Dre fent : François en doa kelc'hiet e votoù koad gant ur seizenn gouevr, eus ar sort a veze implijet gwechall evit lasañ ha solutaat pakadoù pounner. Ur fretenn = ur c'helc'h, ur c'hilh.)
Gast, sellit 'ta gwashat bannac'h 'peus diskarget din ! (Ur bannac'h hanter re vras 'peus diskarget din !)
Dre vras e kaver ar memes estlammadenn gant Jul Gros : Sell gwasad pentoniad chistr 'peus diskennet din !, ha bep gwech int frazennoù estlammañ.
B) Pesort anoioù-gwan a c'hell bezañ lakaet en derez estlammañ ?
N'eus forzh pehini, sañset, mes en gwirionez e vez klevet dreist-holl gwashat ha gwellat. Diouzh ar pezh a'm eus bet klevet, e vez implijet hini pe hini eus an daou c'her-se en tri-c'hard eus an derezioù estlammañ a deu gant an dud.
Gant Jul Gros e kaver 10 gwech an derez estlammañ en e levrenn 3 eus Trésor du Breton parlé, eizh anezho e frazennoù gant gwashat, evel :
Gwasad paotr eo evelkent !
Gwasad ma plij dezhañ farsal ! (= c'est terrible comme...)
Kavet e vez ivez an derez estlammañ er c'hanaouennoù pobl :
Ar bloaz-se e oan bet pouezet
Hag ar bloaz-se 'oan dime'et.
Manet 'oa ma gwreg estonet
Gwashat targazh 'nevoa bet ! (= [en voyant] l'abominable matou qu'elle avait trouvé !)
Ar stumm gwellat a c'hell bezañ pouezmouezhiet e daou zoare disheñvel :
Gwellat kaozioù 'deu ganit, 'hat ! (= sornettes, ce sont des blagues !)
Gwellat c'hoazh ! (= ça, c'est la meilleure, c'est le bouquet !), tost a-walc'h evit ar ster da : biskoazh kemend-all !
C) Deus pelec'h e teu ar fazioù ?
Ma ne vez ket dispartiet mad an derez estlammañ diouzh an derez uhelañ ez eo, da'm soñj, abalamour d'an daou zistagadur, a c'hell bezañ tost-tre an eil ouzh egile : e ouzhpenn an hanter eus Breizh-Izel, evit gwashat keloù ha gwashañ keloù, ne glever nemet gwasakelo(ù). Evit gwashañ paotr ha gwashat paotr, ez eo ar memes tra : gwasapot.
Evit ar mod da soñjal an daou zerez, eo disheñvel-naet :
Gant an derez estlammañ e lavarer ar pezh a santer war an taol, diwar glevet, diwar gwelet, hep chom da analizañ ar santadurioù : fallat amzer ! gwashat c'hoarier on-me hirie ! (e lec'hioù all : pegen fall an amzer ! Pebezh c'hoarier fall on hiriv !)
Gant an derez uhelañ ez eus bet graet un urzh er santadurioù, hag ez eur prest da zisplegañ ar perak eus ar santadur : gwashañ taol 'm eus bet graet er skol a oa lakaat liv e boutailhad louzoù ar mestr, gwashañ keloù 'm eus bet resevet a oa gant ur medisin eus Montroulez, p'en doa lâret din ne chome nemet miz din, mes faziet en doa. E-skoaz se, lavaret : gwashat keloù 'm boa bet neuze ! a ro just ar pezh a oa bet santet.
Da heul an displegadenn-se e c'hellomp neuze difaziañ an teir frazenn a zo en A) evel-henn :
1) Brasañ mekanik zo bet gwelet em fark zo un arar dre dan.
2) Furañ doare d'ober e oa, ...
3) Un dra aes eo ober tan gant keuneud sec'h...