Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B28. Treiñ s'il y a, si c'est, si elle/il est

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 8 a viz Kerzu 2017

En niverenn 639 eus YA, er pajennoù 1 ha 2, e'm boa kavet ar memes fazi teir gwech a renk : *ma eo lakaet ar vonreizh-mañ e pleustr [Er sizhunioù a zeu, e Føroyar].

A) Ar fazi a vez graet e brezhoneg bremañ zo soñjal evel e galleg, ma n'eus nemet un doare da implij ar verb être evit frazennoù evel ar re-mañ :
a) Si les carottes sont chères [tout à l'heure, au marché], n'en achète pas !
b) Si les carottes sont chères [actuellement, c'est un fait vérifié], c'est à cause de la sécheresse.
E brezhoneg, er frazenn a), n'ouzer ket pesort priz a vo goulennet evit ar c'harotez ; implij a raer an doare divizout en amzer da zont (= conditionnel futur) :
a') Ma ve ker ar c'harotez, arabat dit prenañ deus oute.
Er frazenn b) e ouezer eo ker ar c'harotez. Implij a raer neuze an doare disklaeriañ en amzer vremañ (= indicatif présent) :
b') Ma eo ker ar c'harotez, ez eo abalamour d'ar sec'hor.
Alies e vez mesket ar stumm boas ma vez hag an doare divizout ma ve dre ma ne vez ket klevet ar -z en darn vrasañ eus Breizh-Izel. Gant J. Gros, lakaomp, e kaver skrivet ma vez ingal.

B) Ar memes diforc'h a vez graet ivez pa vez anv a dreiñ ar galleg s'il y a :
a) Ma 'z eus / ma zo kement-se a dud hiriv, ec'h eo a-gaozenn d'ar bruderezh zo bet graet en-dro d'ar fest-mañ.
Ur bern tud zo deuet d'ar fest, n'aller ket en nac'hañ, eus an dra-se eur sur. Implij a raer ma 'z eus pe ma zo (doare disklaeriañ, amzer vremañ).
b) Ma ve kemend-all a dud disul, gwell a-se !
N'ouzer ket pet a dud a zeuio disul, implij a raer ma ve (doare divizout, amzer da zont).

C) Pa vez kel a dreiñ ar verb galleg avoir displeget, e vo graet ivez ar memes diforc'h :
a) Ma 'm eus amzer bremañ ez eo peogwir n'on ket aet d'an Emvod Meur. (amzer 'm eus, sur on deus an dra-se : ma 'm eus ; amzer vremañ)
b) Ma 'm be amzer ur wech bennak, en em lakain da lenn La Princesse de Clèves, ken buan all. (N'ouzon ket hag-eñ e kavin nag an amzer nag ar gouraj d'ober se : ma 'm be ; doare divizout, amzer da zont)

D) Displeget e vez ar verb bezañ er mod-mañ (doare divizout, amzer da zont) : ma ven, ma ves, ma ve, ma vemp, ma vec'h/ma vet, ma vent, ma ver.
Hag ar verb kaout (doare divizout, amzer da zont) : ma 'm be, ma 'z pe, ma 'n de/ma he de, m'hon de, m'ho pe, m'o de, ma ve.
Ar stummoù-se a vez klevet stank-ha-stank er gaoz, evit fedoù a c'hello en em gavout en amzer da zont, marteze :
Kenavo da vloaz er pardon, ma vemp bev c'hoazh ! (dre fent)
Ma ves klañv gant ar per-se, na lârez ket goude-se ne ouies ket.
Ma 'z pe droug-kein e ouezi piv mont da welet. (Hag ivez : pa 'z po droug-kein...)
Ma zud a deuio ivez, ma vent yac'h an deiz-se.

Da lenn ivez. J. Gros, Trésor du Breton Parlé, levrenn 3, evit kaout skwerioù all. Skrivañ a ra ar stumm boas, dre ma ne ra ket tamm diforc'h dre gomz etre ar stummoù e ve- hag ar stummoù e vez-. Ral eo ar vrezhonegerien a ra an diforc'h er verb etre Pa vez re a dud ha Ma ve re a dud, dre ma tistagont ve bep gwech ; klevet e vez an enebadur vez/ve dreist-holl e Goueled Leon ha e Kornaoueg Kerne. Setu un nebeud skwerioù e-mesk ar re a ro J. Gros :
Ma vezez skuiz e chomi er gêr (= ma ves skuizh...)
Ma vez braw warc'hoaz e vo tapet pesked (= ma ve brav...)
Ma vez peb a vannac'h gwin ez aimp da zikour ac'hanoc'h (= ma ve pep a vannac'h...)