B27. Ar rest, ar peurrest, an nemorant
Embannet e-barzh Ya d'ar 24 a viz Du 2017
Ar pennad-mañ a vo evit lakaat war-wel, ur wech ouzhpenn, un diaester a zo e brezhoneg evit ar gallegerien : e galleg, n'eus nemet ur framm evit les fruits de l'année, la moitié de l'année, la couleur du temps, le reste du temps ; padal, e brezhoneg e kaver daou framm disheñvel : frouezh ar bloaz, an hanter eus ar bloaz, liv an amzer, ar peurrest eus an amzer.
A) F. Kervella, en e yezhadur § 604, a skriv kement-mañ :
« Lakaet e vez c'hoazh A pe EUS da zegas renadenn (...)
b) Un niver (pegementiñ, petvediñ, lodenniñ) : unan anezho, an hanter eus an dud, ar c'hantved eus ar pezh en devoa klevet... »
Ha n'eo ket *unan outo, *hanter an hent a zo bet graet, *kantved ar pezh en devoa klevet..., a vez lennet re alies bremañ. War un dro gant an niveroù lodenniñ e ranker ivez lakaat ar gerioù a verk al lodenn ziwezhañ eus ur stroll, evel rest, peurrest, demorant, pezh a chom... Fazioù a deu stank-ha-stank en ur implij ar gerioù-se, evel : *ouzhpennañ peurrest an dienn, *tremen peurrest an amzer, *demorant ar bloavezh, *rest e vadoù, ha ret eo skrivañ, da heul reolenn F. Kervella : ouzhpennañ ar peurrest eus an dienn, tremen ar peurrest eus an amzer, an nemorant eus ar bloavezh, ar rest eus e vadoù, ar pezh a chom eus an arc'hant. Diwar-benn ar ger demorant : graet e vez ar c'hemmadur an Nemorant, evel dor, an Nor. Arabat ivez implij re alies al liester demorantoù ; ar poz-se a 'm eus klevet ur wech hepken em buhez : ga' demorañchoù e-giz-se ne yin ket pell ! setu eo chomet un hapax legomenon evidon.
E c'hellit gwiriañ pozioù F. Kervella en ur zigoriñ al lec'hienn Devri, er bajenn « Peurrest », hag e kavoc'h : ar peurrest eus va buhez, ar peurrest ac'hanomp a zalc'h da lañsañ war draou, seizh skwer en holl, pa n'eus neblec'h *peurrest un dra bennak.
B) Degaset e vez c'hoazh ar renadenn gant A pe EUS pa vez gerioù hag a zegas soñj eus ul listenn, un heuliad traoù d'ober, etc. Keñveriit :
b) 'M eus ket resevet c'hoazh kont ar bloaz-mañ (ar pezh a rankan paeañ evit ar bloaz, feurmaj, tailhoù, etc.)
c) Pa 'm bo graet ar gont eus ma dispignoù, e welin pegement a chom ganin.
E c) ez eus un heuliad dispignoù a ranker ober ar som anezho.
d) Tremenet miz Here, ha n'eo ket bet graet c'hoazh renabl Gouel Mikael.
e) Ober ar renabl deus ar parkeier a gemero amzer.
E d) ez eus kaoz eus an deiz ma veze echuet al lizheroù-feurm gwechall, Gouel Mikael, ma veze graet ar renabl (pet devezh-arat dindan tremp, goude eost, goude legumach, dindan pastur pe lann, etc.) e pep menaj. E e) eo resisoc'h al labour a vo graet da zeiz ar renabl : mont eus an eil park d'egile da welet e pesort stad emañ pep hini anezhe.
f) Fin al labourioù zo bet lâret evit miz Du, miz Kerzu.
g) Ne welan ket c'hoazh ar fin eus al labourioù...
E g) e santer eo skuizh an den gant an holl labourioù en deus lakaet ober, ha ne wel ket ar fin anezho evit c'hoazh.
C) Un nebeud gerioù zo c'hoazh hag a vez degaset o renadenn gant A pe EUS, ha setu un nebeud skwerioù :
Ne 'm bo ket an implij eus ar c'hrog-se en devezhioù a zeu, setu e c'hellez kemer anezhañ.
Hennezh zo deuet du-se adarre ? N'out ket prest da gaout an dizober anezhañ ! (ha : an dizober dioutañ/deus outañ)
E piv e vo fiziet ar garg eus ar c'hrouadur, neuze ?
Hennezh, medisin ? Atoue, gant ar gwel eus ar gwad e ya klañv...
Ne 'm boa ket gallet kousket e-pad an noz gant ar soñj eus ar reuz a oa bet.
Hag un toulladig re all : ar ger (krouet gant Vallée ?) hollad a rank, da'm soñj, heuliañ skwerioù ar B), ha gwelloc'h e vefe komz eus an hollad eus an elfennoù, an hollad eus an dielloù eget eus *hollad an elfennoù, *hollad an dielloù.
Lenn ivez yezhadur F. Kervella, an araogennoù a hag eus, ha war lodenn gentañ Le Trésor du Breton Parlé (J. Gros) ar pajennoù a sell ouzh a hag eus.