B26. Levezon (fall) an araogenn c'halleg de (1)
Embannet e-barzh Ya d'an 10 a viz Du 2017
Fazioù a lennan ingal e renadennoù an anv, da skwer : *div loaiad a wenn-erc'h, *ul lur a doaz-bara, *1 loaiad vihan holen ; ar re-se eo a glaskin reizhañ hiziv.
Kentañ tra eo dav ober an diforc'h e brezhoneg etre endalc'her (= contenant) hag endalc'had (= contenu), pa ne vez ket graet dalc'hmat e galleg : lavaret e vez un bol de faïence, un bol de riz, mes e brezhoneg e vo : ur volenn failhañs, ur volennad riz. Er memes mod e vo arabat meskañ bolenn, loa, karr, plad, etc. ha bolennad, loaiad, karrad, pladad, etc.
A) An endalc'had zo rag-eeun goude an endalc'her.
Ne vez implijet araogenn ebet etre an daou : lavaret e vez ur volennad riz, ul loaiad eoul, ur c'harrad sablon, ur pladad pesked, ha neket *ur volennad a riz, *ul loaiad a eoul, *ur c'harrad a sablon, *ur pladad a besked.
Un nebeud anoioù o deus roll un endalc'her hep ma vije ezomm da lakaat an dibenn -ad : karg, bec'h, samm, bern, yoc'h, pouez, etc. Klevet e vez : ur garg vezhin, ur bec'h raden, ur fagodenn lann, etc. ha neket : *ur gargad vezhin, *ur bec'hiad raden, *ur fagodennad lann.
Ar memes tra a c'hoarvez evit an anoioù pouezioù : kilo, lur, kartouron, oñs, gramm, tonenn, etc. : ur c'hilo bleud, ul lur gig (diwallit ! Kemmadur direizh goude lur), kant gramm sukr, ha neket *ur c'hilo a vleud nag *ur c'hiloiad bleud. Er bloavezhioù hanter-kant e c'helled prenañ pemp kant luriad kig, nemet e oa un tamm kig hag a dalveze pemp kant lur e moneiz.
B) Kavout a reer endalc'her + anv-gwan + endalc'had.
Pa vez lakaet un anv-gwan goude an endalc'her, ne c'heller ket tremen hep an araogenn a :
Ur c'harrad melchon, mes : ur c'harrad mat a velchon.
Ur bern koad, mes : ur bern uhel a goad.
Ur meudad butun, mes : ur meudad dister a vutun.
*Ur bern uhel koad, *ur meudad dister butun a rank bezañ sellet outo evel stummoù sius (goude ma vezont klevet a-wechoù e Kerne, dre ma vez « lonket » an a ha pouezet war an danvez).
Notenn : ar reolenn a zo gwir evit an endalc'her zo gwir ivez evit an holl vuzulioù. Prenet e vez evel-se daou vetrad mezher, ur metrad hanter a vezher, un hanter litrad bier, ul litrad hanter a laezh.
Notenn : Arabat meskañ danvez an endalc'her hag hini an endalc'had.
Ur volennad riz a ro : ur volennad vihan a riz. Riz : endalc'had.
Ur volenn failhañs a ro : ur volenn vihan e(n) failhañs. Bolenn : endalc'her.
Ur bec'h koad war e chouk a ro : ur bec'h landrammus a goad war e chouk.
Ur santig koad a ro : ur santig kozh-kozh e(n) koad.
C) Implijoù all eus an araogenn a etre an anv ha renadenn an anv :
1) Evit menegiñ perzhioù mad pe fall:
C'hwi zo un den a galon (J. Riou)
Tud a volontez vad, ur plac'h a benn evel honnezh ! Kemerit kentoc'h un den a vicher, ur plac'hig a skiant, ur vaouez a ijin, etc.
2) Moarvat diwar levezon kreñv ar galleg hag ar relijion :
Erruet e oamp er gêr a Lourdes d'ar meurzh...
(...) A oe pa oe Mari 'n he c'hambr a Nazaret / War bennoù he daoulin 'c'h lâret he chapeled. (Kanet gant YF Kemener ; lavaret e vez e brezhoneg bev : gwerzhet 'm eus ma zi Dirinonn, hep a)
Ar porzh a goñvers e Brest (Porzh-kenwerzh zo dianav tro-dro da Vrest), ar marin a goñvers, ar marin a vrezel, an dud a vor, etc.
3) Goude un anv implijet evit skeudenniñ un niver (bras, peurliesañ), evel mor, arme, pobl, koad, koumoulenn, batimant, etc. hag ivez milion ha miliard.
Deuet e oa ur mor a dud da glevet ac'hanomp.
Me, mont da heñchañ un arme a imbisiled evel ar re-se ? (Pgt, ca 1960)
Eno 'oa ur goumoulenn a gelien en-dro d'ar c'hig.
A-wechoù e c'heller chom en amzivin : lavaret e vez, re sur, un dousenn grampouezh, mes : un dousenn krampouezh ha kwignoù pe un dousenn a grampouezh hag a gwignoù ?
Evit kaout skwerioù all, digorit Jul Gros, levrenn I, « an araogenn a », ha Yezhadur bras F. Kervella, § 601.