Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B24. Un araogenn ha daou anv d'he heul (1)

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 13 a viz Here 2017

Ar wech-mañ e klaskin difaziañ an troiennoù *eveldout ha me, *ganti pe he zud, *etrezoc'h ha Frañsez, etc. a gaver gwech ha gwech all er skridoù.
Bezañ zo un treuzfurmadur a gaver mod pe vod en darn vrasañ eus yezhoù Europa, da skwer, gant an araogennoù evit (= pour), evel (= like) pe gant (= mit) :
E galleg : pour vous et moi = pour vous et pour moi.
E saozneg : like you and your father = like you and like your father.
En alamanteg : mit Jan oder Emil = mit Jan oder mit Emil.

E brezhoneg e sav ur gudenn abalamour d'an araogennoù « displeget », lec'h ma vez kendeuzet an araogenn gant un dibenn o verkañ ar gour (= personne), da skwer -on, -out, etc. pe neuze implijet an anv-gwan perc'hennañ ma/'m, da/'z, etc. (= adjectif possessif)
Ar stagelloù implijet er pennad-mañ a vo ha (et, and uheloc'h) ha pe (oder uheloc'h). Ur remerk a-bouez a ranker ober diwar-benn an div stagell-se : liammañ a reont daou c'her eus ar memes rumm, daou anv pe raganv, daou verb, daou adverb, etc., da skwer : un den pe ul loen eo ? Fañchig ha te a yay da sikour Mariig ; kemer avaloù, daou pe dri 'vo mad ; neuiñ pe veu'iñ ; an aotrou maer deus a Rostrenn / Zo ur paotr plomm ha ruz e benn (Kanaouenn).
Hag ur goulenn kazus : e pesort rumm e c'heller lakaat un araogenn displeget ? Se zo hervez, peurliesañ e teu da vezañ adverb pe anv-gwan, e-giz ar poz eveldomp amañ da heul :
adverb : komz a ra eveldomp, par da : komz a ra kreñv / galleg / alies / hep soñjal / a vouezh izel, etc.
anv-gwan : Aleksei zo un den eveldomp, par da : Aleksei zo un den onest / taer / lent / leun a furnez / difoutre, etc.
Studiet e vo penaos treuzfurmiñ ar frazennoù hervez ma kaver un anv pe ur raganv goude an araogenn. En ur pennad all e vo studiet an araogennoù na heuliont ket al lezenn, evit abeg pe abeg, da lâret eo :
1) Hep
2) Etre, e-touez, e-mesk
3) A.

A) Un anv zo diouzhtu war-lerc'h an araogenn.
Diaester ebet e brezhoneg evit an treuzfurmadur uheloc'h :
(1) Da heul Macron pe Hollande = (2) da heul Macron pe da heul Hollande
(1) Laosket 'm boa ma alc'hwez war an daol pe ar bufed = (2) laosket 'm boa ma alc'hwez war an daol pe war ar bufed.
Notenn : er frazenn diwezhañ, er stumm (1) ez eo daou anv, an daol hag ar bufed, a zo liammet gant pe, hag er stumm (2) ez eo daou adverb, war an daol ha war ar bufed.
N'eus diaester ebet pa vez un anv hag ur raganv-gour goude an araogenn ; dav eo kaout soñj da « zisplegañ » an araogenn, da skwer :
(1) Ar baner-mañ a servijo evit da c'hoar ha te = (2) ar baner-mañ a servijo evit da c'hoar hag evidout. Evit da c'hoar ha te zo adverb, renadenn ameeun ar verb servij (= COIndirect) ; evit da c'hoar ha evidout zo ivez daou adverb ha div renadenn ameeun eus ar verb.
(1) Ar c'hi bihan a oa prest da vont war-lerc'h Theo ha me = (2) ar c'hi bihan a oa prest da vont war-lerc'h Theo ha war ma lerc'h. Memes tra evel uheloc'h.

B) Ur raganv zo war-lerc'h an araogenn.
An daou vod da lâret ar frazenn a gaver atav :
(1) An daou zen a oa evel c'hwi ha me = (2) an daou zen a oa eveldoc'h hag eveldon.
(1) Brasoc'h eo bremañ eget te pe da vreur = (2) brasoc'h eo bremañ egedout pe eget da vreur.
Ar fazi a vez graet alies eo hemañ : *an daou zen a oa eveldoc'h ha me.
Liammet eo bet aze eveldoc'h hag a zo adverb, ha me, a zo raganv-gour, kontrol d'al lojik a gaver er yezhoù. Un doare all da analizañ, mar karit : en ur skrivañ eveldoc'h, pe n'eus forzh pesort stumm « displeget », e nuller efed an araogenn evel war an nemorant eus ar frazenn ; ma skrivit  »*an daou zen a oa eveldoc'h ha me, pesort perzh en deus me er frazenn ? Chom a ra genaoueg en e gorn. Evit ma ray efed an araogenn war ar raganv-gour me, eo ret implij anezhi un eil gwech : eveldoc'h hag eveldon.

Div notenn a-bouez :
a) Diwallit mad, memestra, ne c'heller ket, hervez ar frazennoù, tremen eus ar stumm (1) d'ar stumm (2) hep cheñch ster ar frazenn, da skwer :
(1) An div familh-se a oa tost an eil ouzh eben, evel ni ha tud ar Waremm-Goz.
Ma skrivomp :
(2) An div familh-se a oa tost an eil ouzh eben, eveldomp hag evel tud ar Waremm Goz, ne sinifi ket ar memes tra. Er frazenn gentañ, ni ha tud ar Waremm Goz a ro ur skwer eus petra eo bezañ tost ; padal, ma ve lavaret eveldomp hag evel tud ar Waremm Goz, e koller an darempredoù a-dost a zo etre ni ha tud ar Waremm Goz.

b) Boas eo ar yezh komzet da implij muioc'h hini pe hini eus an daou stumm (1) ha (2) hervez an araogenn. Klevet e vo kentoc'h : evel c'hwi ha me, eget te pe me, mes : ganit pe ganin, warnout pe warnon, hag atav : dit pe din eo da reiñ ? Dit pe dezho eo ar poent ? (C'hoarioù)

N'eus nemet e yezhadur Chalm e kaver meneg eus un araogenn dirak daou anv pe raganv, mes ret e vefe adober dibenn ar chabistr T, a zo fazioù ennañ.