Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B22. Urzh ar gerioù

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 15 a viz Gwengolo 2017

(Ar frazennoù gant * zo sius)

Ar wech-mañ n'eo ket gant ur fazi en ur gelaouenn vrezhoneg e oa savet un taol imor ennon, mes abalamour d'ur pennad war ar yezhoù e Wikipedia. Digorit ar pennad (e galleg) « Langues V2 », hag e kavoc'h, ouzhpenn un nebeud skouerioù e neerlandeg hag alamanteg, un nebeudig frazennoù e brezhoneg, pe kentoc'h, ar memes frazenn vrezhoneg savet en ur cheñch ar ger pennañ.
En o zouez e kavoc'h ar frazenn-mañ :
*O lenn emaon ul levr gant ur c'honikl en ur pradenn hiziv.
Ur galleger bennak en deus savet se, moarvat, rak ar memes pajenn e brezhoneg zo disi ; amañ bepred eo teuk ar penn kentañ : *o lenn emaon ul levr.

A) Tri stroll a ya d'ober ur frazenn evel honnezh : o lenn (ober), emaon (verb skoazell), ul levr (str. anv). Pa glasker cheñch an urzh en ur frazenn teir elfenn , e kaver 3! = 6 doare disheñvel, ha setu ar roll anezho amañ :
1. *o lenn emaon ul levr
2. o lenn ul levr emaon
3. emaon o lenn ul levr
4. *emaon ul levr o lenn
5. ul levr emaon o lenn
6. *ul levr o lenn emaon
Diwar ar c'hwec'h frazenn-se, ez eus teir ha ne vezont ket klevet morse, ar re a'm eus merket gant ur steredennig, hag e-se eo fall ar frazenn a'm eus kavet e Wikipedia.

Evit dont en-dro d'ar frazennoù uheloc'h, e c'heller remerkiñ e klot ar frazennoù reizh (2, 3 ha 5) gant ar goulennoù reizh-mañ, hag a zo e-touez ar re a vez klevet ar stankañ tout er gaoz :
2' : oc'h ober petra emaout ? (pe : emaoc'h, ec'h out, ec'h oc'h)
3' : emaout oc'h ober petra ?
5' : petra emaout oc'h ober ?
Evit ar re n'int ket kustum ouzh ar brezhoneg komzet, setu ar stummoù berraet a c'heller klevet alies :
2' : 'h o' 't'a 'mout ? 'h o'r pe'a 'mout ? 'h o'r para 'h out ?
5' : pet'a 'mou' h ober ? pe'a 'mou'd o'er ? para 'h oud 'h o'r ?
(ar goulenn 2' a vez klevet aliesoc'h evit an daou all)
O klotañ gant ar frazennoù 1, 4, 6 uheloc'h, e vije ar goulennoù teuk-mañ :
*oc'h ober emaout petra ? *emaout petra oc'h ober ? *petra oc'h ober emaout ? ha ne vezont ket klevet morse.

B) Lakaomp e vefe kemeret ar strollad verb + adverb labourat start e-lec'h ar strollad verb + COD lenn ul levr. 6 doare zo adarre da urzhiañ ar frazenn, ha diwar ar 6 e kaver 3 hag a zo reizh, ha 3 a vez santet sius :
102 : o labourat start emaon, 103 : emaon o labourat start, 105 : start emaon o labourat, zo reizh.
101 : *o labourat emaon start, 104 : *emaon start o labourat, 106 : *start o labourat emaon, zo sius.

Pezh a zo, ma kemerer ar strollad verb + adverb labourat da vad, e vez santet eo reizh ar 6 frazenn :
201 : o labourat emaon da vad
202 : o labourat da vad emaon
203 : emaon o labourat da vad
204 : emaon da vad o labourat
205 : da vad emaon o labourat
206 : da vad o labourat emaon
Perak c'hwec'h frazenn reizh amañ pa ne santer nemet teir a-raok, ha koulskoude n'eus ket bet graet kalz a dra : lakaat da vad e-lec'h start ? Start zo un adverb hag a denn d'an ober « labourat », padal, da vad zo un adverb hag a denn d'an ober « bezañ o labourat ».

Aze eo dav deskiñ gant ar re a oar brezhoneg c'hoazh. C'hoant a'm bije da aliañ d'ar Skolveuridi a ro reolennoù war Wikipedia pe lec'h all, evel er c'hantik kozh :
Diskennit war an douar, sperejoù evurus,
ha deuit da selaou an dud o komz. Meur a volennad kafe chikore, meur a werennad gwin UE a rankoc'h kas d'an traoñ marteze, mes dre aze e ranker tremen a-benn peurzeskiñ ar brezhoneg.

E c'hellit digeriñ Wikipedia, « langues V2 ». Chomet eo digemm ar pennad abaoe miz Genver, gant un tamm chañs e chomo evel m'emañ betek ma vo embannet ar pennad-mañ war YA. Goulenn a ran neuze gant un den a volontez vad tennañ kuit ar frazenn meneget uheloc'h, pe da nebeutañ lakaat ur steredennig (*).