B20. Gant ma
Embannet e-barzh Ya d'an 18 a viz Eost 2017
Manet e oa ma gwreg estonet, evel er ganaouenn, o lenn ar frazenn-mañ war YA 623, pemzektez zo :
*E penn kentañ 2016, gant ma oa aet war e leve an ispiser a chome war ar stal, (...) kuzul an ti-kêr (...) a zivizas...
Goude bezañ lennet hag adlennet an dra gevrinus-se, e'm boa soñjet e oa bet graet ur meskaj etre dre ma (= étant donné que, sachant que, du fait que...) ha gant ma (= pourvu que, à condition que...)
A) Gwir eo e c'hell bezañ tost a-walc'h ster an div araogenn (= préposition) dre ha gant a-wechoù, keñveriañ :
Klevet 'm eus ar c'heloù-se gant ma amezeg = ma amezeg e-unan en deus roet ar c'heloù-se din
Ha : Klevet 'm eus ar c'heloù-se dre an amezeien (dre = par l'intermédiaire de), da lâret eo, ar c'heloù a oa o redek e-touez an amezeien, ha deuet eo betek ennon, dre zegouezh tamm pe damm.
Disheñvel-krenn eo ster an div stagell-isurzhiañ (= conj. de subordination) dre ma ha gant ma, avat. Er yezhadurioù am eus digoret e klot bep taol gant ma gant ar galleg pourvu que, à condition que, pour autant que :
J. Gros, levrenn I : Med honnezh, gant ma he devo arc'hant gwalc'h he c'halon...
Hennezh ne ra ket forzh, gant ma vo leun e gof.
F. Kervella, § 798 : Mont a rin d'ho kwelout, gant ma vo brav an amzer.
U. Chalm, rann H : Gant na ray ket glav !
F. Favereau, §672, 676 : Gant ma teuio, gant ma ne ri ket trouz/gant na ri ket trouz.
P. Trepos, § 346 : Gant ma ne zirenkan ket ac'hanoc'h.
E-skoaz se e tal dre ma kement hag ar galleg étant donné que, en raison de ce que, du fait que, hag ivez à mesure que.
Dre ma oa skuizh e kave gwelloc'h chom tost ouzh an ti.
Dre ma skoen war ma lo'n/ Ec'h ae e-barzh ha don, ha don (kanaouenn)
Ha dre ma yae ar greun er gern / Ar miliner a vouche ferm (kanaouenn)
Na pet gwech 'm eus ket bet klevet, er small talk diwar-benn an amzer, mizer ar bed hag ar poanioù bihan :
Gant ma pado !
Gant ma chomo sec'h an amzer e-pad daou pe dri devezh c'hoazh, e c'hellimp...
Gant ma ne gouezo ket an droug-se war ma divesker...
Goude gant ma e kaver atav un ober, ur stad war ziviz, da lâret eo ne c'heller ket bezañ sur e vefe gwir :
Gant ma chomo sec'h an amzer...
Gant ma veze trawalc'h a labour e chome an dud en o farrez...
Mes evit un dra, ur stad, un ober ez eur sur anezhe, ne c'heller ket lakaat gant ma, hag er frazenn gentañ (YA 623), pa'z eur sur eo aet an ispiser war e leve, e ranker difaziañ en ur skrivañ :
E penn kentañ 2016, dre ma oa aet war e leve an ispiser...
B) Evit un ober hag a zo tremenet, en un nac'hadenn ar peurliesañ, e klever alies-kenañ MA hepken, ha n'eo ket gant ma, e Kerne dreist-holl, da dreiñ gant ar galleg espérons que... ne pas..., pourvu que... ne pas..., il est à craindre que... Blaz an aon e vije c'hoarvezet ur gwallzarvoud pe un degouezh mantrus a santer gant ar frazennoù-se, hag a zo estlammadennoù alies.
Ma n'eo ket aet war droad betek Kemper c'hoazh ! (Espérons qu'il n'est pas allé à pied jusqu'à Quimper.)
Ma n'eo ket chomet da ruzañ en ostaleri, pa ouie re vad e oamp o c'hortoz anezhañ. (Il est à craindre qu'il soit resté traîner au bistro, alors qu'il savait...)
Ma n' deus ket manket an otokarr ! (Reste à souhaiter qu'elle n'a pas manqué le bus.)