B17. Bale, kerzhet
Embannet e-barzh Ya d'ar 7 a viz Gouere 2017
Pa seller ouzh kartenn 379 (marcher) ALBB Per ar Rouz e remerker diouzhtu eo rannet Breizh Izel e div lodenn : er Gornaoueg d'ul linenn Kemper-Lannuon (dre vras) e kaver marcher = bale, hag er Reter marcher = kerzhet.
Anavezet eo ivez ar ger bale er Reter eus al linenn-se, nemet en deus kemeret ar ster « kerzhet evit ar blijadur, pourmen ». Lavaret e vo mont da vale e Gwengamp, Rostrenn, Kemperle, pa vo lâret mont da bourmen e Lesneven, Kastellin pe Pont 'n Abad.
A) Troiennoù gant ar ger bale.
Ouzhpenn ar ster marcher, e ranker deskiñ implijoù all :
Doare-gourc'hemenn (= impératif) : Baleit, tudoù, n'allan ket paseal gant ma skeul (= dégagez !)
Kontet 'm eus deoc'h an dra-mañ c'hoazh, Per, baleit bremañ ! (= circulez, y a rien à voir !)
Emañ an dud war vale (pe : war ar bale) : savet int, prest da vont (d'o labour, d'ar skol, d'an oferenn...), pe neuze int pareet goude ur c'hleñved bennak.
Hag ar plajoù kran a-vale hiziv !de sortie)
Diwar-benn ur c'hrouadur pemzek pe driwec'h miz, keñverian ar galleg : ce grand garçon ne marche pas encore ? hag ar brezhoneg : ar paotr bras-mañ zo c'hoazh hep bale ? (hag aliesoc'h : hemañ n'a ket e-unan c'hoazh ?)
Mont da vale bro = mont da redek bro, mont da c'haloupat.
Kas da vale (Reter) = kas da bourmen, da sutal, da stoupa, da gac'hat (Kornaoueg)
E c'heller ivez stlapañ da vale, kreñvoc'h ha taeroc'h eo evit kas da vale.
B) Troiennoù gant ar ger kerzhet.
1) Implij ar verb kerzhet e-lec'h mont en doare-gourc'hemenn.
Pa seller ouzh an ALBB, kartenn 478 (Va ; allez), e remerker e vez implijet ar verb kerzhet e-lec'h ar verb mont pe war un dro gantañ en doare-gourc'hemenn, en ouzhpenn an hanter eus Breizh-Izel. Dre vras n'eus nemet e Leon hag e Nord Kerne eo dianav an implij-se.
Kae da welet anezhañ ! (Leon) a ro neuze : Kerzh/kerzhit da welet anezhañ !
Ur resisadenn ouzhpenn war yezhadur F. Kervella : en § 206, notenn 2 p. 145, war implij doare-gourc'hemenn mont, e skriv : « eomp hag it ne dint da implij nemet er stumm-nac'h «. N'eo ket gwir du-mañ rak implijet e vez it ! ha kit !, an daou, evit treiñ allez !, mes gant un arliv : sevenoc'h eo lâret it !, da skwer :
Kit er-maez da c'hoari, bugale !
Yeo, it da welet ar medisin, bremañ e vez soagnet poanioù a seurt-se !
Lavaret e vez atav ivez : It da c'houzout ! hag : It da gompren !
E meur a boent eus an ALBB 478, e vez kavet war un dro it ! ha kerzhit ! Plijout a rafe din gouzout pesort arliv a gaver en daou stumm, evit ar re a implij an daou.
2) Perak eo gwelloc'h chom hep implij ar stumm kerzhout.
Dre chañs e vez kavet ar ger marcher war ALBB Per ar Rouz hag ivez war atlas Yann an Du, setu e c'heller keñveriañ tamm pe damm ar pezh a veze lâret e 1912 hag er bloazioù 1970.
War an ALBB, e vez kavet evit ar verb kerzh- :
Dibennoù en
-et, -at, -eut : 41 lec'h
-al : 2 lec'h
-i : 1 lec'h
-out : 0
War atlas Yann an Du (kartenn 449):
Dibennoù en
-et, -at, -eut : 69 lec'h
-el, -al : 13 lec'h
-in : 1 lec'h
-o, -ou : 2 lec'h
-e : 4 lec'h
-out : 0
Un disoc'h ne cheñch ket, bepred, tri-ugent vloaz goude : zero -out bep gwech.
Ret eo kaout soñj eo bet degaset an dibenn -out en un nebeud verboù (kerzhet, lavaret, sellet...) en naontekvet kantved, evit ma vefe par ar brezhoneg d'ar yezh sivilizet nemeti, ar galleg, lec'h ma vez graet mad an diforc'h dre skrid etre j'ai oublié ha je dois oublier, er c'hontrol da yezhoù gouez evel an alamanteg hag a lavar ich habe vergessen ha ich soll vergessen, pe ar saozneg I've put ha I must put. Diwar se e oa bet klasket skarzhañ kerzhet a ra, lavaret a reomp, etc. eus ar yezh skrivet, ha koulskoude int ar stummoù a glever dreist-holl ! ha degaset stummoù *kerzhout ha *lavarout ha ne vezont klevet neblec'h.