B16. Nann d'an epektaz ! Ha muzik hor yezh, neuze ?
Embannet e-barzh Ya d'an 23 a viz Even 2017
Ar re a zo dija o lipat o mourennoù gant ar soñj lenn un istor skabrus a vo tapet sellet, rak amañ ec'h implijin ar ger epektaz evit treiñ ar ger gregach epektasis, tra ken, da lâret eo distagadur direizh ur ger en ur lakaat ur silabenn da hiraat, dreist-pep-tra ar silabenn ziwezhañ.
Da skwer, distagañ ar ger brezhoneg evel ma vije ur ger galleg *brézonègue, gant an ton oc'h uhelaat war ar silabenn hiraet -nègue zo un epektaz.
Er peurrest eus ar pennad e notin e lizherennoù tev ar silabennoù pouezmouezhiet, hag e toublin ar vogalennoù hir, da skwer : tapet (a berr gant TM = taol-mouezh) ha taaget (a hir gant TM). Ouzhpenn-se e kinnigin an ton kustum a vez klevet en darn vrasañ eus KLT evit frazennoù berr gant notennoù muzik : er bomm bremañ eo tapet, e vez « kanet » tapet war sol-do, pe fa#-do, en ur ziskenn eus 3 don pe dri don hanter, ar peurliesañ.
Dont a rin en-dro, ha meur a wech er rumm pennadoù-mañ, war lusk ha muzik ar brezhoneg, en ur implijout barzhonegoù gant R. Hemon ha dreist-holl Padrig Hellen. Da c'hortoz, setu ur skwer gant pemp silabenn, hag an hentenn da heuliañ ma soñj deoc'h n'eo ket disi ho taol-mouezh c'hoazh.
A) Frazenn : N'eo ket brezhoneg !
1) Pazenn gentañ : arabat distagañ evel ma vije *ne-o kett brezoneg, mes klask lâret : N'eo ked brezonek, pe gwelloc'h ha kalz stankoc'h : ne ke brezoonek ! (o hir)
2) Eil pazenn : En ur lakaat ar pouez-mouezh :
ne ke brezoonek !
3) E brezhoneg KLT, e vez uheloc'h ar silabenn pouezmouezhiet eget ar re all en-dro dezhi, ar peurliesañ, setu e teu muzik ar pemp silabenn-se da vezañ (dre vras) fa-mi-re-la-mi.
Pep hini a c'hell uhelaat pe izelaat an ton, evel-just !
Ar gwashañ 'zo evit diskouarn ur brezhoneger eo klevet un dra bennak evel *n'eo ket brezoneeg !, war un ton galleg evel do-do-do-do-fa, gant peder silabenn a memes hirder da gentañ, hag ur rontenn (da nebeutañ, gg ronde) war ar fa, pezh eo an epektasis meneget gant yezhadurourion ar gregach kozh.
B) Un nebeud frazennoù all.
Bep gwech e vo an taol-mouezh war ar silabenn araok-diwezhañ, ha deoc'h-c'hwi da heuliañ an teir bazenn uheloc'h ; reiñ a rin muzik an teir pe ar peder silabenn ziwezhañ hepken.
1) Didostait, 'ta, tud yaouank, pa h omp [krog da gaanañ] (mi-do-fa-re)
2) Ma, hemañ zo un [imoobil] ! (do-fa-re) pe (do-sol-re)
3) Abaoe [eizh eur on saavet]. (sol-do-do-fa-re)
4) Petra 'peus graet aze, [sapre inosant] ! (mi-re-do-fa-re)
5) A-raok mont 'maez, [lak da votoù]. (mi-mi-sol-re) pe (mi-re-sol-re)
Anat eo e c'hell cheñch kalz an tonioù a vez klevet evit ar frazennoù bihan-se, mes memestra e chomer pell bep taol diouzh lusk ruz-botez pouez-mouezh ar galleg, a vez klevet er radioioù hag er skolioù un hanter re alies.