Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B15. Trouzioù brezhonek

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 9 a viz Even 2017

Pep yezh he deus he doare da skeudenniñ an trouzioù : ur c'hog a raio kokolokodok, cocorico pe kikeriki hervez ar yezh estren dibabet, lakaomp, ha poanius eo klevet a-greiz-tout un trouz amprestet digant ur yezh estren. Soñj 'm eus e oan bet feuket naet o klevet ur c'helenner Skol-veur o lavaret Patatras ! e-kreiz ur frazenn vrezhonek, pa oa da choaz etre Balaoñ ! Badadaoñ ! Baladaoñ ! ha meur a hini all evit trouz un dra bennak o kouezhañ.
Hiziv e komzin eus trouzioù da dreuzkas da bugale dindan daou vloaz, dre vras.

A) Siferniñ, strevial
D'an dud en oad e vez souhetet Doue d'ho pennigo !, hag aliesoc'h Doue 'pennigo !, mes d'ur c'hrouadurig e vez lâret : Doue 'kresko bras !

B) Breugeudiñ, breugeuchal, treukal...
E brezhoneg e vez lavaret beuk !, ober beuk, ober beukez, pa 'm eus lennet e galleg faire son rheu (André Franquin). Ha set' amañ ur rimadell evit ur babig o treukal :
Beukez !
Karget ma c'hof a galetez.
Tamm kaletez 'm eus ket bet,
Padal ma c'hof a zo karget.

Evit un dreukadenn vihan e vez souhetet Yec'hed d'e galonig !, mes meur a hini ac'hanomp en deus bet roet ur vuretennad laezh da evañ d'ur babig hag a rank chom stegn ha reut, e-pad ur pennadig goude-se, betek ma c'hell ober ur vreugeuchadenn, ha neuze e teu da vezañ un dra ken gwag hag ur verc'hodenn bilhoù. Setu ma vez lâret dezhañ :
Freuzet ar bern !
Rak re-bar eo d'ur bern plouz pe foenn savet re uhel, hag a gouezh en un taol.

C) Brammañ, loufañ, etc...

Kavet e vez bremañ skatologiezh el levrioù evit ar vugale, kalz muioc'h eget hanter-kant vloaz zo, lakaomp. Mes ma on bet nec'het o lenn daou levr war ar brammoù da'm merc'hed bihan, n'eo ket a-gaozenn d'ar skatologiezh, mes o welet pegen dizesk e oa an daou droour war gerioù ar skatologiezh e brezhoneg. En daou levrig e kaver un aerouant, pe un dinosaor, hag a zo ur brammer terrupl dirak an Eternel.
En unan anezho en deus mesket an troour ar bramm ha trouz ar bramm : ur bramm a vez klevet, nemet an trouz a ra n'eo ket *bramm ! mes broup ! pe frep ! E c'heller lakaat an r da rrrruilhal, evel-just.
En eil levr e'm eus kavet prout ! evit trouz ar bramm. Ma, prout zo galleg, ha kavet e vez e meur a skrid galleg abaoe an XIIIvet kantved. Ho pezit soñj eus ar slogan a oa bet savet evit ur rumm gourmarc'hadoù tregont pe daou-ugent vloaz zo, gant un dreuzveizadenn (= contrepèterie) : Mammouth écrase les prix.
Pesort diforc'h etre an holl doareoù da laosker ar bouzelloù d'en em zistegnañ ?
Ur bramm, pe bromm e Bro-Dreger, a ra trouz, al louf a gustum flaeriañ, ha setu tri grennlavar:
Al louf a ra c'hwezh / hag ar bramm a ro mezh.
Ur bramm lous / 'ra ket trouz.
An hini a vramm hag a gac'h a zo yac'h.
Meur a frazenn leun a furnez a glever a-hend-all evit ur babig a zo o vrammañ, evel homañ, lakaomp : Pelec'h 'ta e vrammo ma n'eo ket 'lec'h ma eo azezet ?

D'ar vugale vihan e vez lavaret ma brammig, evel ma vez lavaret ma loutig. Graet e vez ivez brammig eus ur paotr bihan hag a glask ober traoù re ziaes evit e oad :
Sell ouzh ar brammig all o klask dibradañ da sac'h !
E Plougastell, gwechall e oa ur paotr, beleg pe frer, ne 'm eus ket soñj ken, hag a oa lesanvet broupig, dre ma oa sec'h ha rust en e zoareoù, hag ivez dre ma oa pell a vezañ bras.

Ma karit selaou ar brezhonegoù komzet, e klevoc'h c'hoazh meur a c'her evit a bep sort brammoù : fraskell, sugell/sougell, pufell, pufadenn, mes ma komzit brezhoneg gant ho pugale pe ho pugale vihan, dilezit ar *prout hag implijit broup ! pe frep !