Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B14. Kemmadurioù disheñvel goude ar memes ger

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 26 a viz Mae 2017

Unan eus ar fazioù a vez graet gant ar re a zo chomet re zon o fri er yezhadurioù eo klask plantañ kemmadurioù evit heuliañ, kousto pe gousto, ur reolenn skrivet ha ne dalv e gwirionez nemet e degouezhioù zo.

A) KEMMADUR GOUDE NA

Ur fazi eo lakaat ur c'hemmadur war vlotaat (= adoucissante, lenition) war-lerc'h kement na a gaver. En daou zegouezh-mañ eo arabat ober ur c'hemmadur :

1) Na zo ur ger estlammañ. Lavaret e vez, hep kemmadur :
Na koantik eo ar verc'hodenn-se !
Na tev eo deuet ar babig da vezañ !
Na bihan eo daoulagad homañ !
Ur fazi eo lavaret : *Na vras eo da c'hoar vihan, ha ret eo skrivañ : na bras eo...
(Na, ger-estlammañ, ne vez ket implijet e pep lec'h. Aliesoc'h e vez klevet pegen.)

2) Na zo stagell-kenurzhiañ (conjonction de coordination, gg ni... ni...)
'Benn ar fin 'm boa kavet unan, unan na bras na bihan (Kan.)
N'eo ket na ker na marc'hadmad.
Ur fazi eo lavaret pe skrivañ : *netra vat na gentelius (kavet ganin en un droidigezh), ret eo lakaat : netra vat na kentelius.

B) KEMMADURIOÙ GOUDE 3, 4

1) Ar pezh a zesk deomp ar yezhadurioù eo e vez graet ur c'hemmadur dre c'hwezhañ (spiration) goude 3 ha 4. E gwirionez e vez graet ken alies all ur c'hemmadur dre vlotaat, mes evit K, T, P, hepken, setu e kaver :
tri zi/tri di, tri c'hazh/tri gazh, tri faotr/tri baotr, tra ma chom digemm : tri dant, tri breur, teir godell, teir merc'h, tri mab, teir gwezenn, hag ar memes tra evit 4.

2) Padal e vez klevet :
Ro din tri vi evit an alumenn, tri vras !
Ma c'hellfes dibennañ ar peder vrasañ...
Evel-just he doa laosket an teir vihanañ war he lerc'h.
Hag an teir skwer-se a seblant kontrol d'ar pezh emaon o paouez skrivañ en 1).

3) Dirouestlañ ar gudenn.
Ret mat eo ober an diforc'h etre an anv-gwan niveriñ, evel e daou baotr, teir merc'h, peder gwezenn, hag ar raganv, evel e tri vras, peder vihan, pemp kozh, ma ra dave an niver d'un anv bet meneget a-raok (e c'hell bezañ tri gi bras, peder gwezenn vihan, pemp roched kozh, etc.) :
War-lerc'h 3 ha 4, anoioù-gwan niveriñ, e reer ur c'hemmadur dre c'hwezhañ (pe neuze ur c'hemmadur dre vlotaat evit K,T, P hepken).
War-lerc'h an holl niveroù implijet evel raganoioù, e vez graet ur c'hemmadur dre vlotaat.
(Ma 'm eus roet skwerioù gant 3 pe 4 hepken, ez eo peogwir eo ral klevet raganoioù-niveriñ en tu all da 5.)

C) KEMMADUR GOUDE PE

1) Pe a c'hell sinifiañ war-dro, un ... bennak, evel en troioù-lavar-mañ :
Mod pe vod (en ur mod bennak), tra pe dra (un dra bennak), deiz pe zeiz, da boent pe boent, daou pe dri, nav pe zek (war-dro dek), etc.
Neuze e vez graet ur c'hemmadur dre vlotaat goude pe.
Graet e vez ivez en un nebeud troiennoù all, evel : pig pe vran (ur glakenn bennak), kousto pe gousto (hep muzuliañ)...

2) Pe a ro ur choaz d'ober, ha neuze ne vez ket graet a gemmadur :
Evit pet eo bet dalc'het an daol ? Pevar pe pemp ?
Petra 'po, kafe pe gwin ?
Gwir pe gaou ?

Ret eo diwall hag ober an diforc'h etre :
Petra 'po, kafe pe te ? ha : Te pe gafe zo ingal din. (Hini pe hini...)
Ur c'hrouadur zo bet du-se ? Paotr pe plac'h ? ha : Paotr pe blac'h, gant ma vo yac'h...