Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B12. Dre ma = en ur ?

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 28 a viz Ebrel 2017

(Ar frazennoù gant * zo ur si e-barzh)

N'eus ket keit-se e'm boa lennet ul lizher o c'houlenn ganin hag-eñ o doa ar memes ster an div frazenn En ur dostaat ouzh ar vourc'h e welen ar c'houmoul arnev o kemer liv du ha dre ma tostaen ouzh ar vourc'h e welen ar c'houmoul arnev o kemer liv du, hag en ur vont pelloc'h, daoust hag-eñ e c'heller erlec'hiañ en ur ha lakaat dre ma, pe ar c'hontrol, bep gwech ?

Un notenn pe ziv a-raok stagañ ganti da vat :
Dre ma a c'hell kaout daou ster :
1) E c'hell degas un islavarenn abegiñ, evel :
Dre ma oa bet sec'h an nevez-amzer, ne oa ket bet graet adfoenn.
Klotañ a ra gant ar galleg étant donné que, comme, puisque... , mes laosket e vo ar ster-se a-gostez hidiv.
2) E c'hell degas un islavarenn amzeriañ, evel bep ma, a-vuzul ma, bopte..., ha klotañ a ra neuze gant ar galleg tandis que, alors que, pendant que... Ar ster-se eo a vo studiet er pennad-mañ.

Ar respont evit an div frazenn a zo er rannbennad kentañ zo ya, dre ma eo graet an daou ober (tostaat ha gwelet) gant ar memes den ha ma'z int oberoù padus o-daou. Amañ e c'heller implijout pe en ur pe dre ma, mes n'eo ket gwir bep tro.

A) Implijout EN UR.

EN UR a c'hell bezañ implijet pa vez daou ober graet gant ar memes rener, ober ar bennlavarenn (= principale) o vezañ kempred gant hini an islavarenn (= subordonnée), nemet e c'hell bezañ berroc'h :
a) En ur dostaat e kleven ar gurun o krozal.
b) En ur zont betek amañ em boa gwelet ul louarn o treuziñ an hent.
c) Graet en doa aon d'an amiegez en ur zont war ar bed.
d) Deuet e oa d'ar gêr en ur leñvañ.

En div frazenn a) ha d) eo padus an daou ober, mes e c) eo berrbad an daou ober. E b), eo hir a-walc'h ober an islavarenn (dont betek amañ) mes berr ober ar bennlavarenn (gwelet ul louarn). Mes kempred eo an daou ober bep gwech.
Pegoulz e c'heller implijout dre ma e-lec'h en ur ? N'eus nemet e a) e c'heller lâret, gant ar memes ster dre vras,
a') dre ma tostaen e kleven ar gurun o krozal.

B) Implijout DRE MA :

DRE MA a c'hell bezañ implijet evit daou ober kempred ha padus o-daou, gant ar memes rener pe daou rener disheñvel :
e) Dre ma skoen war ma loen / Ec'h ae e-barzh don-ha-don (dañs plin)
f) Ha dre ma 'c'h ae ar bleud er sac'h / Ar miliner 'vouche d'ar plac'h (gavotenn)
g) Ha dre ma y a dre an hentchoù / E stok he c'herniel er c'hleuzioù (gavotenn)
h) Dre ma kerzhen e welen an oabl o tispakañ.
i) Re-sen en evo a-vuzul ma redo (Gwerz Madame La Frontière)
Kempred ha padus eo an daou ober bep tro ; e e) f) hag i) ez eus daou rener disheñvel, e g) hag h) ez eo ar memes rener. Pegoulz e c'heller implijout en ur e-lec'h dre ma ?
g') Hag en ur vont dre an hentchoù, e stok...
h') En ur gerzhet e welen an oabl...

Pesort fazioù a c'hell bezañ graet, neuze ?
b") *Dre ma teuen betek amañ em boa gwelet ul louarn... Ul louarn n'eo ket ur velc'hwedenn glañv, ha gwelet ul louarn zo un ober berrbad. N'eller ket lakaat dre ma.
c") *Graet en doa aon d'an amiegez dre ma / bep ma teue war ar bed. Ar peurliesañ eo berrbad an ober dont war ar bed, n'eller ket lakaat dre ma. (*)
e") *En ur skeiñ war ma loen, ec'h ae e-barzh... Ober kentañ : ar c'haner zo o skeiñ, eil ober : al loen zo o vont, setu n'eller ket lakaat en ur.
f") Ar bleud zo o vont er sac'h, hag ar miliner o vouchañ d'ar plac'h : daou rener disheñvel, n'eller ket lakaat en ur.
i") ar chas a evo, ar gwad a redo : daou rener disheñvel, n'eller ket lakaat en ur.

(*) Laoskomp a-gostez ar roue Karl XIV, a oa chomet da ziskouez e revr e-pad pell da dud Pau, sañset, a-raok dont war ar bed.