Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B11. Treiñ rien

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 14 a viz Ebrel 2017

Stummet omp bet gant ar skol c'halleg, evit ar peurvrasañ ac'hanomp, ha dre se hon eus desket ar reolenn : div nac'hadenn a dalv kement hag un asant. Koulskoude, ar re o deus klevet un tamm mat a vrezhoneg komzet o deus remerket e c'heller kaout hini pe hini eus ar respontoù-mañ gant ar memes ster : n'eo netra, n'eo ket netra, ha betek : n'eo ket netra tout ebet ! o klotañ gant ar galleg ce n'est rien.

A) Rien, hep nac'hadenn
Ar galleg rien a zeu diwar al latin res, rem, a sinifi un dra, hag a gaver e gerioù evel république (< res publica) pe res nullius (un dra n'eus perc'henn ebet warnañ).

1) Un rien, a vez klevet alies, zo da dreiñ gant : un netraig, un disterdra (taol-mouezh war -ter-), pe c'hoazh ur mannig, hag aze ec'h anavezer ar gerioù netra ha mann :
Pennfollet e vez gant un netraig : un rien le bouleverse.
Ur mannig ampoezon bemdez... (Alan Raude) = un chouia de poison chaque jour...
Ur skilhenn en da viz zo un disterdra, alato ! (un rien, un bobo)

2) Startoc'h eo bet din kavout ur skwer gant rien en ur frazenn asantiñ : kemeret e'm eus ur poz e unan eus kanaouennoù Pierre-Jean de Béranger (savet da vare ar roue Charlez X) :
Si je crois rien de ce qu'on y rapporte
Je veux bien que le Diable m'emporte
(Pozioù Doue an tad, o komz eus sarmonioù ar veleien).
Kinnig a rafen, evit an droidigezh :
Ra vin / Faot ma vin kaset gant an Diaoul ma kredan ur ger / ur c'heuzad / ur ger hepken / ur poz hepken eus ar pezh a vez kontet enne, pe : ma kredan an disterañ tra eus ar pezh a gonter enne.

3) Jacques Brel, diouzh e du, a gane kement-mañ :
Ce n'est pas rien d'être éclusier (= ur pezh bec'h eo, ur pezh labour eo, ur gwall vicher eo...), pezh a c'heller treiñ gant : Bezañ skluzier n'eo ket un disterdra / n'eo ket un netraig.

B) Rien, diouer, ezvezañs eus un dra.
Al lardouz zo aet da netra : ne chom ket ken dioutañ, penaos e rin evit ma c'hrampouezh ?
‒ Un dra bennak 'peus kavet ? ‒ Netra / netra vrav / netra da blijet din.
Ha diwar an dra-se :
‒ Ma, dilhad mod netra zo ganit, 'hat ! (dilhad difeson, divalav, traoù marc'had mad, etc.)
hag ar respont, goude un droienn drugarekaat :
‒ Bennozh Toue deoc'h ! ‒ 'Vit netra !

C) Rien gant un nac'hadenn.
1) Je ne vois rien a vo troet, hini pe hini, gant : 1) ne welan netra, ne welan mann, pe 2) ne welan ket netra, ne welan ket mann.
Kendalvoud eo an div droidigezh-se, rak ket e-unan n'eo ket un nac'hadenn, mes ur ger hag a ro muioc'h a bouez d'an nac'hadenn a zo a-raok. Keñveriañ ne welan netra, ne welan ket netra gant ar galleg je ne vois rien, je ne vois absolument rien.

2)Treiñ ar galleg pas e penn kentañ ul lavarenn gant ket zo ur fazi gallegerien, a gaver alies evel e YA 605, p. 3 : *un droukziforc'h eo diforc'hañ an dud abalamour ma vefent liesyezhek ha ket gallegerien nemetken.
Amañ e vije bet kalz gwelloc'h : un droukziforc'h eo diforc'hañ an dud dre ma vefent liesyezhek ha n'eo ket / neket / pas gallegerien nemetken.

3) Evit dont en-dro d'an A 3), ne c'heller ket treiñ « ce n'est pas rien » gant *n'eo ket netra, rak n'eo ket netra, evel n'eo netra, n'eo mann ebet, n'eo ket mann ebet a dro « ce n'est rien », da lâret eo dres ar c'hontrol. Lavaret : *N'eo ket netra bezañ skluzier zo un enepster, hag a dro ar galleg :  «ce n'est rien d'être éclusier. »
D'ar goulenn :
‒ Un dra bennak zo ? e vo respontet : ‒ N'eus ket (= non) ha n'eus netra, n'eus ket netra, n'eus ket netra ebet, n'eus mann ebet, n'eus ket mann ebet...(= il n'y a rien).
Ar respontoù n'eus ket, n'eo ket a c'hell bezañ pouezmouezhiet war n'eus ha n'eo, dreist-holl e Treger ha reter Kerne, mes kouezhañ a ra an taol-mouezh war ket an aliesañ. E kornioù zo (Bro Leon dreist-holl), e vez lonket ar silabenn hep taol-mouezh, ha ne chom nemet ket, hag alies ket, ket !, mes n'eo evit afer-se e teu ket da vezañ un nac'hadenn !

E c'heller lenn war yezhadur Ujen Chalm ar pennadoù E 6,7,8 war implijoù ket, neket, pas.