B9. Amresisaat ha yezhadur
Embannet e-barzh Ya d'ar 17 a viz Meurzh 2017
(Ar frazennoù gant * zo ur fazi enne !)
A) Gwelet hon eus er pennad 8 e oa ret ober an diforc'h etre an daou framm-mañ :
Gwelet EO bet AR c'hi o c'haloupat war an hent.
Gwelet EZ EUS bet UR c'hi o c'haloupat war an hent.
Lod ac'hanoc'h, moarvat, zo souezhet o lenn ar stumm ez eus, ha gwir eo ne vez ket klevet en darn vrasañ eus Kernev, Treger ha Bro Gwened. E-lec'h ez eus e vez implijet zo, setu e klever :
Gwelet ZO bet UR c'hi o c'haloupat war an hent.
Evit ar frazennoù nac'h, ha pa vefe implijet pe ZO pe EZ EUS a-hend-all, ez eo N'EUS a vez klevet e pep lec'h, da skwer :
N'EUS ket bet gwelet UR c'hi gwenn o rodal dre amañ ?
B) Aes eo ober an diforc'h etre AR c'hi hag UR c'hi, mes chom a ra ar gallegerien en amzivin alies : petra 'vo skrivet, EO pe EZ EUS ? E yezhadurioù ar yezhoù all e kaver meur a c'her hag a ro un arliv resisaat pe amresisaat, evel e galleg chaque, plus d'un, beaucoup, etc., mes ne cheñch ket ar verb-skoazell evit se. E brezhoneg eo gwelloc'h renkañ anezhe hervez ma vezont implijet gant EO pe EZ EUS/ZO, evit miret ouzh fazioù evel
*heuliet eo bet kentelioù kembraeg ganeomp,
*dre m'eo bet goulennet ganin ober,
pe ar re am boa meneget er pennad 8.
1) Rumm EO
a) Strollad-anv gant ar ger-mell an, ar, al pe un anv-gwan perc'hennañ (adj. possessif) :
Savet eo bet an ti/ma zi/ho ti, etc.
b) Anv hep ger-mell, mes gant ur renadenn resis :
Distrujet eo bet toenn an ti, koaget eo bet gwetur Theo.
c) Anv divoutin, evit un den, ur vro... :
Kaset eo bet Juluan da stoupa.
d) Kement + anv pe raganv, pep + anv pe raganv, (an) neb :
Servijet eo bet kement lonker a oa aze, servijet eo bet pep hini ? Pedet eo bet neb a c'helle dont an deiz-se.
2) Rumm EZ EUS/ZO
a) Anv hollek, anv danvez, liester hep ger-mell :
N'eus ket bet prenet bara ? Deuet ez eus logod er c'hav.
b) Strollad anv gant ar ger-mell un, ur, ul, pe gant un niver kardinal :
Bremazon zo bet gwelet ur vuoc'h dianket/pemp buoc'h dianket.
c) Strollad anv gant unan eus ar gerioù amresisaat-mañ : ebet, a-walc'h a, kalz (a), nebeut a (hag o derezioù kevatal pe uheloc'h : kement, muioc'h, nebeutoc'h, etc.), re a, ouzhpenn, meur a, nikun, gour, pep a, peadra da... :
Savet ez eus bet meur a neizh er voger gozh-se, roet zo bet pep a gwign d'an dud ? Kavet ez eus bet peadra da voueta ar porc'hell, mechañs ! N'eus ket chomet gour ba'n ti ?
d) Islavarenn diskuliañ, gant ur verb displeget pe un anv-verb enni :
Bugale, lâret zo bet e oa poent mont da gousket ! Selaouit 'ta, goulennet ez eus bet gant an Hamoned mont da Benn an Nec'h da sikour.
e) Goulenn ameeun, gant ur ger goulenn evel perak, penaos, pelec'h, pevare, pegiz, piv, da bet eur... :
N'eus ket bet displiket deoc'h penaos e tremeno an traoù warc'hoazh ?
Ha bremañ, ar fazioù a c'heller ober pa soñjer e galleg : le bruit d'une auto, le cadavre d'une femme, a seblant bezañ resis ha tennañ d'ar rumm EO. Padal e vez klevet :
E-kreiz an noz ez eus bet klevet trouz un oto ha neket *eo bet klevet... rak ne oar den ebet pesort oto eo.
Kavet ez eus bet korf ur vaouez dindan ar pont (Pgt, ca 1960) ha neket *kavet eo bet... rak n'ouzer ket c'hoazh piv eo ar vaouez-se.
Gwashoc'h c'hoazh, strolladoù anv gant ar gerioù liv, blaz, c'hwezh, dreist-holl : liv ar marv, liv ar pec'hed, blaz ar c'hozh, blaz ar re nebeud, c'hwezh ar suilh, etc. a vez implijet evel ma vije just an anv kentañ :
N'eus ket bet kavet c'hwezh ar suilh gant ma fastezioù ?
Deuet zo blaz ar c'hozh war ar bleud gwinizh-du-mañ.
Ha betek ar frazenn-mañ :
An aotrou K. ? N'eus ket bet gwelet al liv dioc'h e revr betek-henn ! (Pgt, ca 1955)
Evit ar re a glaskfe skwerioù all, e c'hellont sellet ouzh yezhadur F. Kervella, § 206, p. 138-139. Ur pennad savet gant Maodez Glanndour war implij EO, EUS a gaver ivez el levr Notennoù Yezhadur embannet gant Al Liamm (golo mouk), ha meur a skwer all a vo kavet war yezhadur Favereau, § 443.