Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B8. Eo pe ez eus ?

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'an 3 a viz Meurzh 2017

Spontet e vezan o lenn kement a fazioù e stummoù ar verb-skoazell bezañ ; amañ da heul e'm eus dibabet un nebeud skwerioù war YA :
1 - *Betek-henn n'eo ket bet rebechet tra dezhañ. (FL, YA 595)
2 - *Hogen, n'eo ket bet graet kement all gant Madrid. (FL, YA 594)
3 - *Dre vras ez eus bet lakaet ar pouez àr an ezhomm da grouiñ... (FL, YA 599)
4 - *Embannet eo bet gant Kaouritine Hulaud e vo staliet panelloù e gallaoueg. (FL, YA 599)
5 - *E dibenn ar C'harouje ez eus bet roet prizioù ar gallaoueg. (FL, YA 599)

Marteze e kav d'ar gallegerien n'eus ket peadra da vont e breskenn, dre ma n'eus ket kaoz eus fazioù a sort-se war ar Grammaire du Breton, gant Roparz Hemon, mes lakaat a ra F. Kervella ar pouez war ar poent-se, ha ret eo lenn gant aked war ar Yezhadur bras an § 206, p. 138-139, « Ar verb en amzerioù kevrennek » ha § 216, « Verboù gwan ha tu gouzañv ». Ar fazioù war ar verb-skoazell a vez klevet, hag a zo un hegas evit an divskouarn, kement hag ar galleg *je suis été, pe *vous avez tombé.

Evit ma komprenfec'h gwelloc'h, setu div frazenn gant ar verb en tu gouzañv (= voix passive) ; en unan anezho, eo resis ar rener (= sujet défini), hag en eil eo amresis (= indéfini) :
A) Scooter F. Hollande zo bet kavet en ur c'harrdi gant archerien Bear. (resis)
a) Ur scooter kozh zo bet kavet en ur c'harrdi gant archerien Bear. (amresis)
E c'heller adskrivañ ar frazennoù-se en ur lakaat war-wel, pe ur renadenn, (= complément) pe ar verb :
A') En ur c'harrdi eo bet kavet scooter F. Hollande gant archerien Bear.
A'') Gant archerien Bear eo bet kavet scooter F. Hollande en ur c'harrdi.
A''') Kavet eo bet scooter F. Hollande en ur c'harrdi gant archerien Bear.

a') En ur c'harrdi ez eus bet kavet ur scooter kozh gant archerien Bear.
a'') Gant archerien Bear ez eus bet kavet ur scooter kozh en ur c'harrdi.
a''') Kavet ez eus bet ur scooter kozh en ur c'harrdi gant archerien Bear.

Pa vez lakaet ar rener e penn ar frazenn, A) ha a), n'eus diaester ebet, implijet e vez zo. Mes pa lakaer ur strollad all e penn ar frazenn, e ranker diwall : ma ve resis ar rener, e ranker implijout eo, ha ma ve amresis ar rener, e ranker implijout ez eus.
Ar frazennoù A', A'', a' hag a'' ne vezont ket klevet en o fezh ar peurliesañ, rak pa groger gant ur renadenn, eo ur ral lakaat ur renadenn all er fin, er yezh komzet.

Ar frazennoù am boa pennaouet war YA zo da vezañ difaziet evel-henn :
1' - Betek-henn n'eus ket bet rebechet tra dezhañ. (tra : amresis)
2' - Hogen, n'eus ket bet graet kement all gant Madrid. (kement all : amresis)
3' - Dre vras eo bet lakaet ar pouez war an ezhomm da grouiñ. (ar pouez : resis)
4' - Embannet ez eus bet gant Kaouritine Hulaud e vo staliet panelloù e gallaoueg. (e vo staliet... : un islavarenn zo amresis amañ)
5' - E dibenn ar C'harouje eo bet roet prizioù ar gallaoueg. (prizioù ar gallaoueg : resis)

Chom a ra din da dermeniñ pizh-ha-pizh petra zo resis, petra zo amresis, ha petra zo kevatal d'ur strollad resis pe amresis e-keñver yezhadur, ar pezh a vo graet er pennad a zeu, amzer deoc'h da euvriñ hemañ. Gwelet e vo ivez perak e klever zo a-wechoù, e-lec'h ez eus.