Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B7. Lakaat an anv-gwan war-wel

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 17 a viz C'hwevrer 2017

Gwelet hon eus (pennad 6) e c'heller lakaat an anv-gwan en derez uheloc'h pe uhelañ a-raok an anv evit sachañ an evezh warnañ (kentañ tro, brasoc'h tamm, etc.). Setu doareoù all evit an anv-gwan en derez plaen :

1°) Ger-mell + anv-gwan + a + anv.
Dreist pep tra gant anoioù-gwan unsilabennek, o reiñ un arliv meuleudius (kaer, brav, etc.) pe disprizus (hir, gast, etc.) : ur vrav a blac'h, ur gaer a veaj, un hir a droiad...
Mes n'eur ket kustum da lâret *ur yac'h a baotr, *ur fall a amzer ; atav : ur paotr yac'h, un amzer fall. Ret eo selaou an implij a vez graet eus ar stumm-se.

2°) Ur seurt derez uhel.
An derez uhel (= superlatif absolu) a vez savet ar peurliesañ en ur lakaat -tre, -meurbet, -kenañ war-lerc'h an anv-gwan. Un tamm mat a adverboù all a vez implijet ivez, evel -spontus, -dispar, -daonet, etc. ha lod amprestet digant ar galleg, evel -abominapl, -pitoaiapl, -kruel, -barbar, etc., lec'h ma eo kollet da vat ster ar ger galleg :
Gast, un tamm kig bras-pitoaiapl 'peus troc'het din ! (Perroz)
Honnezh 'oa ur plac'h koant-barbar pa oa yaouank. (Montroulez)

Lod eus an anoioù-gwan a vez doareet gant un adverb ispisial, evel ma vez graet ivez e galleg : ne vez ket lâret *le portail est très ouvert, mes atav : le portail est grand ouvert. E brezhoneg e vo lâret ivez : digor-frank/digor-bras eo ar porrastell, ha n'eo ket *digor-tre na *digor-meurbet. Hervez al lec'hioù, evit un dra gozh, e vo implijet kozh-kant vloaz, kozh Rejis (= Régence), kozh Noe, kozh douar, hag evit un den fier e c'heller klevet fier-ruz, fier-sod, fier-lor, fier-droch.
Listennoù klok pe glokoc'h a gaver gant F. Kervella, § 520 ha gant Yezhadur TES (Kergoat-Gourmelon), ha setu un nebeud re all c'hoazh a vez klevet stank-ha-stank : oblijet 'walc'h, stardet-mort, fachet-fin, okupet-fin, didrabas-kaer, digoñsertet-naet...

3°) E c'heller lakaat an anv-gwan dirak un nac'hadenn, hag ivez : evit + anv-gwan + nac'hadenn, da skwer :
a) ‒ Perak 'peus taolet da vanegoù ? Uzet e oant ?
‒ Toull ne oant ket, mes aet e oan skuizh o welet anezho.
, pe :
‒ Evit toull ne oant ket, mes aet e oan skuizh...
Ar framm-se a gaver gant un adverb ivez :
b) ‒ Dont a ra alies Josette da welet ac'hanoc'h ?
‒ Evit alies ne deu ket, mes...


4°) E-lec'h implij ar framm : ha pa + verb bezañ + anv-gwan, e c'heller lakaat an anv-gwan a-raok ar stagell ha pa :
Ar c'hi a zebro an tamm kig-se, ha pa vefe flaerius ! a deuy da vezañ :
Ar c'hi a zebro an tamm kig-se, flaerius ha pa vefe !
Ur frazenn all (Pgt, ca 1960) :
Kemeret a rafe ur martolod, tort ha kamm ha pa vefe ! (ha c'hoarzhadennoù da heul...)
Ar framm-se, a veze klevet alies gant tud ganet en XIXvet kantved, zo bet erlec'hiet gant islavarennoù degaset gant ur memes ma disaour. Ne vije ket fall addeskiñ ar mod da implij anezhañ gwech ha gwech all.

5°) Pa vez doareet an anv-gwan gant re (re vras, re domm, etc.) e c'heller lakaat anezhañ a-raok an anv, mes ar framm-se a seblant ral :
Re hir abadenn o deus roet deomp aze. (Leon, ca 1965)
Ur fougaser mad ne zispak ket re vras tammoù evel ma ra hennezh. (Bro Vigoudenn, ca 1990. Moarvat e oa aze ur setañs roet gant un den a vicher...)
Dre ma eo ral ar seurt framm-se, faota ket implijout anezhañ a-dreuz hag a-hed.